Mont d’an endalc’had

Charlottenburg

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 C'hwe 2022 da 08:04 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (typo, replaced: → (2) using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Lec'hiadur ar c'harter en arondisamant
Kastell Charlottenburg

Charlottenburg a zo ur c'harter eus Berlin, en arondisamant Charlottenburg-Wilmersdorf. Brudet eo abalamour da Kastell Charlottenburg a zo ennañ. 300 vloaz kêr Charlottenburg a zo bet lidet e 2005.

Charlottenburg a oa unan eus ar seizh kêr distag a voe kendeuzet e Berlin Vras (Groß-Berlin), ha neuze e teuas da vezañ unan eus pastelloù-bro ar gêr-se. Er marevezh ma oa rannet kêr Berlin edo Charlottenburg en tu kornôk.

Da vare adreizhadenn 2001 e voe kendeuzet Charlottenburg gant pastell-vro Wilmersdorf evit aozañ unan eus 12 karter (bezirk) Berlin.

Tiriad Charlottenburg a zo rannet e tri c'harter : Charlottenburg, Charlottenburg-Nord ha Westend.

Savet eo anv Charlottenburg diwar anv ar rouanez Sophia Charlotte (1668-1705).