Mont d’an endalc’had

Waw

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 C'hwe 2022 da 11:07 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

C'hwec'hvet lizherenn meur a abjad semitek eo waw (grog), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ו) , siriek (ܘ) hag arabek (و|). Emañ er 27vet renk en urzh al lizherenneg arabek a-vremañ.

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur c'hrog.

Distaget e vez (LFE) [w]. En hebraeg he deus al lizherenn-mañ tri doare distagañ disheñvel hervez lec'h ur pik: ו: /v/; וּ: /u/; וֹ: /o/

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek digamma Ϝ hag upsilon Y, estruskek F, V, latin F, V ha Y ha war-lerc'h U ha W ha kirillek У ha Ѵ.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.