Mont d’an endalc’had

Melete

Eus Wikipedia
Stumm eus an 24 Gwe 2017 da 15:57 gant Maenruilh (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Melete (Μελέτη) e oa an hini gentañ eus an teir Muzenn, pe Merc'hed an Awen, a orin eus Boiotia, hervez Paosanias. C'hoar e oa da Aoide ha Mneme, o-zeir merc'hed da Mnemosyne. Diwezhatoc'h e voe nav anezho.

Hi a oa plac'h, pe muzenn, ar faltazi, ar mennozhioù, an emsoñjal hag an emc'hourdonañ. Karget e oa da reiñ stumm d'ar mennozhioù, hag he c'hoarezed goude o c'hase betek an ober, ma teuent da vezañ oberennoù arzel.

En oberennoù arzel ec'h anavezer anezhi abalamour ma vez o sellout en diamen, ur biz ganti war he genoù.