hevelep
Brezhoneg
- Savet diwar heñvel pe hañval.
- Meneget er C'hatolikon (heuelep).
- Da geñveriañ gant ar gerioù cyffelyb, hefelydd en kembraeg, hevelep en kerneveureg.
Anv-gwan
hevelep /heˈveːlep/
- (Dirak un anv-kadarn amstrizh): a zo heñvel ouzh ar re-se, a zo eus ar seurt-se.
- Un hevelep den, hevelep tud.
- Hevelep tad, hevelep mab. — (Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier, p. 138.).
- ... me ne fell ket din kouezañ e-touez hevelep tud... — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 52.)
- Hogen, ar paotr kozh a deuas da gaout e-giz mezh o tougen un hevelep berniad reun. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 34.)
- (Dirak un anv-kadarn strizh peurvuiañ) Ha n'eo ket disheñvel; memes .
- Hevelep tra, an hevelep tra : memes tra, ar memes tra.
- 'Etrezoc'h e kaven kalz a heñvelidigezh ! hevelep torgenn war ho kein krommet, hevelep barv broc'h louet! ZMRV 196
- Al levran, ar sparfell hag ar wenanenn a lavaras hevelep tra da Venedisite. — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 120.)
- en droienn hevelep evel
- An hevelep trouz a oa gante evel gant ar mor war an tornod... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 166.).
- en droienn hevelep gant
- Ni, Breiziz Breiz-Izel a zo tud hag a zo euz an henvelep gouenn gant Keumriz hag Iwerzoniz; [...]. — (OLIER, HOR GWIR VREUDEUR : KEUMRIZ, Feiz ha Breiz N° 8, Miz Eost 1921, p. 189.)
- en droienn hevelep ... ma ...
- en droienn hevelep ... hevelep ...
- Hevelep mamm, hevelep merc'h.
- Hevelep pouez, hevelep priz.
- hevelep tro
- Gant ar perc'hennañ
- Aviz a ra ganit na'm eus ken da ober nemet reiñ ma madoù d'az hevelep flaerier? — (w:Ar Varn Diwezhañ, p. 349-350.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troioù-lavar
Krennlavaroù
- Hevelep tad, hevelep mab. — (Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier, p. 138.).