Myron
Myron (e henc'hresianeg: Μύρων, Múrôn), a oa ur c'hizeller eus Eleuterae, ur gêr eus Attika, en Hellaz, e kentañ lodenn ar Vvet kantved kent JK.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/42/Roman_bronze_copy_of_Myron%E2%80%99s_Discobolos%2C_2nd_century_CE_%28Glyptothek_Munich%29.jpg/150px-Roman_bronze_copy_of_Myron%E2%80%99s_Discobolos%2C_2nd_century_CE_%28Glyptothek_Munich%29.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fe/Statue_of_the_Minotaur_%28Roman_copy_after_an_original_by_Myron%29_at_the_National_Archaeological_Museum_of_Athens_on_3_April_2018.jpg/150px-Statue_of_the_Minotaur_%28Roman_copy_after_an_original_by_Myron%29_at_the_National_Archaeological_Museum_of_Athens_on_3_April_2018.jpg)
Diskibl e vije bet da Ageladas, evel Feidias ha Polikleitos, ha sevel a reas ur bern oberennoù, hogozik holl en arem, en o zouez, hervez Plinius an Henañ :
- Perseüs o lazhañ Medousa, a vez gwelet c'hoazh war an Akropol en amzer Paosanias ;
- un den-bouc'h oc'h estlammiñ dirak ur fleütenn ;
- ur Minotaor;
- Atena ha Marsias ;
- Herakles ;
- Apollon ;
- Delwenoù pentatleted eus Delfi ;
- Pancratourien ;
- Delwennoù ramzel eus Zeüs, Hera, hag Herakles ;
- un Dionysos war an Helion;
- un Hekate, e prenn ;
- ur vaouez kozh vezv ;
- ur stlaper-kantoù, pennoberenn dont meur a zelwenn e marbr a dremen evit kopioù, an hini brudetañ o vezañ hini ar palez Massimo alle Terme.
Myron a savas ivez delwennoù loened. Komz a reer eus ur C'hi ha dreist-holl ur Vuoc'h deuet da vezañ brudet, a oa, en amzer Cicero, e-kreiz brasañ plasenn Aten, hag a c'halled gwelet e Roma goude betek 550.
Liammoù diavaez
kemmañ