Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar mendeleviom ; Md eo e arouez kimiek, 101 e niver atomek ha 258,098 e dolz atomek.
An trizekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Mendeleviom
FermiomMendeleviomNobeliom

Tm
Md
Taolenn beriodek, Mendeleviom
Perzhioù hollek
Niver atomek 101
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [258]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f13 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 31, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 635 kJ/mol
2 : 1 200 kJ/mol
3 : 2 340 kJ/mol
Skin atomek 246 pm
Skin kenamsav 173 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) (stlenn ebet) g/cm3
Teuzverk 1 827 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

E 1955 e voe kevanaozet 17 atom eus izotop 256 an elfenn 101 gant skipailh Stanley G. Thompson, ennañ Gregory R. Choppin, Albert Ghiorso, Bernard G. Harvey ha Glenn T. Seaborg e Berkeley, Kalifornia, dre skinata einsteiniom-253 gant rannoùigoù a en ur c'hiklotron 1,50 m e dreuzkiz. War-dro 78 munutenn e oa hanter-vuhez an elfenn.
E koun Dmitriy Mendeleyev e voe roet an anv mendelevium d'an elfenn 101[1].

Perzhioù

kemmañ

Dianav int, peogwir n'eus bet kenderc'het nemet louc'hoù eus an elfenn.

Izotopoù

kemmañ

C'hwezek izotop eus ar mendeleviom zo anavezet, eus 245Md betek 260Md.

Izotopoù stabilañ ar mendeleviom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh

257Md

kevanaozet

5,52 eurvezh

ε257Fm
α253Es
258Md kevanaozet 51,5 devezh ε → 258Fm

260Md

kevanaozet

31,8 devezh

α → 256Es
ε → 260Fm
β-260No

Hini ebet.

Notennoù

kemmañ
  1. A. Ghiorso & B. G. Harvey & G. R. Choppin & S. G. Thompson & G. T. Seaborg, New Element Mendelevium, Atomic Number 101, Physical Review 98, 1518-1519 (1955) Physical Review Online Archive (PROLA) (en) Liamm (skin)oberiant 18 MEU 13

Daveennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok