McMillan Tac-50
Ar McMillan Tac-50 zo ur fuzuilh-resisted amerikan produet e Phoenix (Arizona) abaoe ar bloavezhioù 1980 gant an embregerezh McMillan Brothers Rifle Company. Un arm eneptud hag enepdafar eo. Meur a stumm anezhañ a vez produet evit an arme, ar polis pe ar siviled. Kambret eo an holl anezhe e .50 BMG.
Mc Millan Tac-50 | |
---|---|
Ur fuzuilh Mc Millan Tac-50 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Fuzuilh-resisted enepdafar hag enepden |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | .50 BMG |
Produer | McMillan Brothers Rifle Company |
Mare implij | Abaoe ar bloavezhioù 1990 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 11,8 kg |
Hirder | 1.448 mm |
Hirder ar c'hanol | 737 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 1.800 m |
Hed-tenn teorikel | War-dro 7.700 m (istimadur) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 823 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Implij
kemmañBrudet eo ar McMillan Tac-50 abalamour dezhi bezañ bet implijet e taolioù-dreist pellder gant sniperien e brezelioù. E 2018 e voe lazhet un ezel eus Daech gant ur sniper kanadian war-hed 3.540 metr. Nijal a reas ar boled da 1.274 km/h well-wazh e-pad un dek segondenn bennak[1]. Implijet e vez gant armeoù ar broioù-mañ :
- Kanada : arme ar vro abaoe 2000 dindan an anv C15 Long Range Sniper Weapon (LRSW)[2] ;
- Stadoù-Unanet : United States Navy SEALs dindan an anv Mk 15 ;
- Frañs : implijet gant Tokarnioù Glas an Infanterie de Marine e 1992-1993 ;
- Jorjia : Nerzhioù Ispisial an arme jeorjian ;
- Israel : Tsahal[3] ;
- Jordania : rejimant SRR-61 (Special Reconnaissance Regiment) ;
- Turkia : archeriezh, Nerzhioù kommando ar menez[4].
Daveennoù
kemmañ- ↑ Robert Fife (22 juin 2017). Canadian elite special forces sniper makes record-breaking kill shot in Iraq (en). Kavet : 23 juin 2017..
- ↑ (en) Canadian Small Arms – Sniper Rifles – A Visual Guide. Canadian American Strategic Review. Kavet : 19 avr. 2010.
- ↑ (en) Israeli Special Forces Weapons Guide. Diellet er skrid orin d’an 4 septembre 2012.
- ↑ (tr) McMillan Tac-50.