München

kêr alaman

München (distaget /ˈmʏnçən/ en alamaneg, Minga er rannyezhoù bavarek) eo kêr-benn Bavaria ha trede kêr vrasañ Alamagn. Lec'hiet eo e su Alamagn, war riblennoù an Isar.

München

Banniel Skoed
A gleiz da zehou :
Frauenkirche • Nymphenburg Palace
Sez BMW • An ti-kêr • Hofgarten
Allianz Arena

Riez Alamagn Alamagn
Stad kevredet
Land
Bavaria Bavaria
Ganedigezh 1158
Lec'hiadur
Ledred 48° 08' N
Hedred 11° 34' R
Douaroniezh
Gorread 310,7 km²
Uhelder 520 m
Poblañs 1 450 381
(31/12/2015)
Stankter 4 668 ann./km²
Melestradur
Maer
Oberbürgermeister
Dieter Reiter (SPD)
Kodoù post 80331–81929
85540
Kod pellgomz (49) 89

Internet stadt.muenchen.de


Kerbenn bro Bavaria eo. 1 590 859 a annezidi zo o chom e diabarzh ar gurunenn kreiz ha 2 351 706 a annezidi en takad kêrel.

Trede kêr a-fed ment eo da c’houde Berlin hag Hamburg. Sevel a ra ar veurgêr betek 5 million a dud, en ur genvodañ Augsburg hag Ingolstadt. E rannbarzh Bavaria-uhel emañ, nebel eus ar ragalpoù, (troad an alpoù). Ar ger Munchen a zeufe eus ar « venec’h », en alamaneg standard arnevez Mönchen, en arbenn da vanati benediktian a oa bet savet el lec’h-mañ.

Adalek 1255 e teuas Munchen da vezañ kreñvlec’h duged Bavaria hag e 1255 e oa annez an impalaerour germanek Loeiz IV. Goude daou gantved a enebiezh diabarzh, e voe unvanet ar briñselezh a-benn sevel Bavaria. Kêr gatolik gant iliz Introun-Varia. Dont reas da vezañ ur greizenn pinvidik a-fed arzou, skiantoù alaman en 19 vet kd, dindan broud Loeiz 2 Bavaria.

En eil lodenn an XXvet kd, e voe ur c’hresk ekonomikel kreñv ha dont da vout kentañ takad ekonomikel Alamagn federal (1949-1990).

Sez Siemens, Allianz, BMW, Munich Re, Linde, Infineon, MAN, Airbus Deutschland hag HypoVereinsbank a gaver enno.

117,6 miliard a euro PIB a vez produet e meurgêr Munchen, dirak Hambourg, Berlin ha Francfurt. Gant ur PIB dre annezad a sav da 53 073 euro, unan e touez ar re binvidikañ eo en Europa. Ur greizenn pinvidik gant an arzoù, skiantoù, teknologiezh, arc’hant, embann, sevenadur, neveziñ, ha kelenn, kenwerzh ha touristelezh.

Brudet eo da vezañ unan eus plijusañ kêr ar bed da vevañ enni: « Lebensstadt der Welt », gant ur c’halite bevañ, hag un endro buhez a-feson. Kalz tachennoù glas, ster an Danau, biergarten, gwez, natur, normal koa.  A-hervez eo ar c’hentañ er bed, hag an trede hervez "Mercer 2018 Survey". An eilvet lec’h da vezañ gweladennet gant an douristed eo, goude Berlin, a drugarez daouel brudet an Oktoberfest a dremen bep bloaz e dibenn miz Gwengolo betek deroù miz Here. Ouzhpenn an iliz-veur a c’heller gweladenniñ, gant ur glad istorel puilh, gant kastell Nymphenbourg, an Hofgarten hag an Englischer Garten.


Ar c’hoarioù Olimpek a oa bet aozet enno e 1972, a voe leurenn c’hoari ur skrapadeg ostaj ar sportourien juzev. Ur film neus danevellet se. Brudet tre eo ar skipail melldroad Bayern Munchen, a c’hoari en Allianz Arena e norzh ar c’hreiz-kêr.


1618

Gant reuziadoù ar brezel 30 vloaz, e voe lakaet e grabanoù gant roue Sweden Gustav II Adolphe warni,  2/3 ar boblañs a steuzias gant ar vosenn. A drugarez Ferdinad-Marie a Vavaria ha d’e wreg Henriette-Adélaide a Savoi, e voe savet a bep seurt monumanchoù iliz an Tréatin, kastell Nymphenburg... gant ur stil barok italian.

E-pad brezel hêrez Bro Spagn, en doa kemeret Maximilian 2, tuadur ar Vourboned, distreiñ a reas kêr deus tu an Habsbourged... Savet e voe akademiezh ar skiantoù bavarian, e 1759.

E 1700, ne oa poblet gant 24 000 annezad hepken, daougemented e veze bep tregont vloaz.

Hag e tremenas eus 170 000 annezad, da 840 000 evit ar prantad etre 1870 ha 1933.

Deuet e voe da vezañ ur greizenn arzel brudet dindan renad Loeiz 1añ a Vavaria (1825-1848).

Eus an 19 vet kd emañ darn vrasañ ar savadurioù kêr, dreist-holl dindan renad Maximilian 2 : an tisavourien klasel evel Leo von Klenz ha Friedrich von Gârtner o deus lakaet sevel al Ludwigstrasse, ar C’hönigsplatz, ar Ruhmeshalle hag ar Rezidäns. Prinzregentenstraße ha Prinzregententheater a voe savet dinadan renad Luitpold (1886-1912),

Karter Schwabing e fin an 19 vet kd, a oa unan a roe bod d’ul lodenn stank a arzourien, skrivagnerien, livourien brudet. E 1896 e voe embannet ar gelaouenn sevenadurel, eus Munchen Jugend, koulz hag an hini lu Simplicissimus.

Frank Wedekind a oa o chom enni, unan a lañsas an emsav Dada un toullad bloavezhioù diwezhatoc’h e Zurick. Diouzh ar c’hiz e oa al lec’hioù kabaret, hag enno e voe kroget gant ar c’hiz da lenn ar varzhoniezh a vouezh uhel, e lec’h bezañ lennet a vouezh izel. Gant Frank Wedekind e veze lennet reoù a-bouez-penn, e kabared an 11 Bourev.

Monumantoù heverk

kemmañ
   
Kreiz-kêr München Kolonenn Maria
  • Frauenkirche (Iliz an Itron Varia)
  • Altes Rathaus (Ti-kêr kozh)
  • Theatinerkirche (Iliz an Teatined)
  • Salvatorkirche (Iliz ar Salver)
  • Maximilianeum
  • Alte Pinakothek
  • Löwenturm (Tour al Leoned)
  • Alter Hof (Palez kozh rouaned Bavaria)
  • Residenz (Palez nevez rouaned Bavaria)
  • Sendlinger Tor

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo München gant ar c'hêrioù-mañ :

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.