Magazin kelaouiñ miziek Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) eo Le Peuple breton. Embannet eo bet ar c'hentañ niverenn e miz Genver 1964, un nebeud devezhioù war-lerc'h krouidigezh ar strollad. Ur strollad politikel emrenelour kizidik ouzh ar mennozhioù sokialour hag ekologour eo UDB. Media hollegour e chom Pobl Vreizh ur magazin menoioù avat. “Sellet ha kompren ar bed diwar Vreizh” a vez kinniget ober d’al lennerien.

Le Peuple breton a oa bet anv ur gelaouenn all, berrbad, bet krouet gant Joseph Martray goude an Eil Brezel-bed. Gant e aotre he doa gellet UDB implijout an titl evit he c'helaouenn.

Renerien ar gelaouenn

kemmañ

Pobl Vreizh

kemmañ
 Pennad pennañ: Pobl Vreizh

E miz Genver 1970 e voe embannet kentañ niverenn Pobl Vreizh, kelaouenn vrezhonek UDB, hag a badas betek he 140vet niverenn e 1982. Dont a reas en-dro Pobl Vreizh e miz Kerzu 1984 e stumm ur c'haier e niverenn 252 Le Peuple breton. Adalek 1986 e teuas Pobl Vreizh da vezañ eil titl Le Peuple breton hag e voe kavet e pep niverenn etre div hag eizh pajennad e brezhoneg. Ur seurt kelaouenn er gelaouenn. Buan a-walc'h eo bet lamet an eil titl-se, ha bremañ ne chom nemet ar bomm gallek LE PEUPLE BRETON, e lizherennoù bras ha tev.

Evit mont pelloc'h

kemmañ

Evit kaout un alberz eus pouez Le Peuple breton evit stummadur stourmerien UDB hag an eskemm mennozhioù e Breizh, lenn pennad Ronan Leprohon (pp 205-209) el levr embannet dindan renerezh Tudi Kernalegenn ha Romain Pasquier "L'Union démocratique bretonne, un parti autonomiste dans un État unitaire" (Presses universitaires de Rennes, 2014).

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ