Kabinda
Kabinda (portugaleg: Cabinda, gwezhall "Kongo portugalat"; Congo Português) zo unan eus proviñsoù Angola, distag diouzh ar peurrest eus ar vro-se hag enklozet etre Republik Kongo en norzh, Republik Demokratel Kongo er su hag er reter hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg. En em astenn a ra war 7 270 km² ha war-dro 716 076 a dud zo o chom enni. Tsiowa (anvet ivez Tchiowa pe Kabinda) eo ar gêr-benn.
Deiziad krouiñ | 15 Gen 1975 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Cabinda |
Yezh ofisiel | portugaleg |
Stad | Angola |
Kêr-benn | Cabinda |
E tiriad | Angola |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, West Africa Time |
Daveennoù douaroniel | 4°56′3″S 12°24′19″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Governor of Cabinda |
Isrannoù | Belize, Buco-Zau, Cabinda, Cacongo |
Yezh implijet | Kiyombe, galleg, portugaleg |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cabinda.gov.ao/ |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Cabinda |
Unan eus trevadennoù Portugal e voe Kabinda e-pad meur a gantved. Er bloavezhioù 1960 e krogas ar stourm evit dizalc’hiezh ar vro. Gant ul luskad anvet Talbenn evit Dizalc'hiezh Enklozadur Kabinda (FLEC), a stourme ouzh arme Portugal, e voe disklêriet dizalc’hiezh ar vro d’ar 1añ a viz Eost 1975. Luiz Branque Franque a voe dilennet da brezidant Republik Kabinda.
E miz Du 1975 e voe embannet dizalc’hiezh Angola, hag un tammig goude-se, d’ar 4 a viz Genver 1976 e voe aloubet Kabinda gant nerzhioù Luskad ar bobl evit dieubidigezh Angola (MPLA), skoazellet gant soudarded eus Kuba. Rankout a reas ar FLEC mont da guzh er c’hoadoù hag eno e kendalc’has gant e stourm evit disrannañ Kabinda diouzh Angola. Bec'h zo er vro, abalamour ma'z eus tireoul enni. War-dro un drederenn eus tud Kabinda zo repuet e Republik Demokratel Kongo.
An darn vrasañ eus tud Kabinda a gomz kongoeg. Anaoudegezh o devez alies eus ar portugaleg, yezh an drevadennerien, hag a-wechoù eus ar galleg, yezh ofisiel ar stadoù amezek.