Indez-Sina
Indez-Sina pe Ledenez Indez-Sina zo ul ledenez eus Azia e su Sina hag e reter India. Gronnet eo er c'hornôg gant Pleg-mor Bengal, mor Andaman ha Strizh-mor Malaka hag er reter gant Mor Sina ar Su. Hervez an hengoun e oa bevennet gant genaouioù ar Ganga er c'hornôg. Emañ dindan ar broioù da-heul :
- Birmania
- Kambodja
- Laos
- Singapour
- Thailand
- Viêt Nam
- Ledenez Malaysia, da lâret eo Stadoù Johor, Kedah, Kelantan, Melaka, Negeri Sembilan, Pahang, Perak, Penang, Selangor ha Terengganu, distrigoù kevredadel Kuala Lumpur ha Putrajaya.
Indez-Sina
Rann eus | Azia |
---|---|
War ribl | Meurvor Indez, Meurvor Habask, Pleg-mor Bengal |
Lec'hiadur | Azia ar Gevred |
Daveennoù douaroniel | 16°0′0″N 102°0′0″E |
Enebet ouzh | Maritime Southeast Asia |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Indochina |
Alies e vez implijet an anv « Indez-Sina » evit ober anv eus trevadenn gozh Indez-Sina c'hall. Gwezhall e veze implijet a-wezhioù an droienn Indez-Sina Breizh-Veur evit komz eus Birmania e grez an trevadennoù[1].