Galba
Servius Sulpicius Galba (Terracina, 24 a viz Kerzu 3 kent J.K. - Roma, 15 a viz Genver 69) a voe impalaer Roma e 67 ha 68.
Ganet e voe ganet e Terracina, war bord ar mor Tyrrhenia, war pleg-mor Caiete / Gaeta, ar 24 Kerzu 5 (pe 3 raok J.-K.)
E zad a oa advokad, mes n'ouzer ket e anv. Galba a zo an eil mab Mummia Achaïa, pried gentañ e zad.
Ne adzimezas ket goude marv e bried Lepida hag e zaou mab.
E 41 e oa legad war ar stêr Rhin, hag e adgemeras an erer roman diwezhañ chomet gant ar C'hermaned goude gwallreuz Varus eus 9 goude J.-K.
E 42, an impalaer Klaoda hen savas prokonsul evit Afrika.
Neron hen savas gouarner Hispania Tarraconnensis.
Dies imperii : 11 Mezheven 68, deiz an emlaz Neron.
Ar In Genver 69, al lejionoù Germania en emsav a enep Galba, hag a embann Vitellius evit bezhañ impalaer. Mes ar senedourien hag ar bretoridi a embann Othon ar 15 Genver 69.
Galba ha Pison a zo dic'houzouget ar 15 Genver 69 gant soudarded Othon.
Brezel diabarzh a grog etre Vitellius hag Othon.