Enez Bouvet
Enez Bouvet (pe Enez-Vouvet), Bouvetøya e norvegeg, a zo un enezenn e Meurvor Atlantel ar Su, perc'hennet gant Norvegia. 49 km² eo gorread an enez ha goloet eo 93% anezhi gant ur skorneg. Didud eo.
Istor
kemmañKavet e oa bet d'ar 1añ a viz Genver 1739 gant ar merdead breton Jean-Baptiste Charles Bouvet de Lozier eus Pleudehen. War e lerc'h eo bet anvet an enez.
Liammoù diavaez
kemmañ
Enez Bouvet · Jan Mayen · Douar ar Rouanez Maud · Enez Pêr Iañ · Svalbard |