Brezel Genpei (japaneg : 源平合戦, Genpei gassen) a reer eus ur brezel diabarzh a voe e Japan a-bezh e diwezh ar Marevezh Heian adalek 1180 betek 1185 etre ar c'hlannoù Minamoto ha Taira.
C'hoarvezout a reas a-c'houde un taol-Stad a-berzh ar re Daira e 1179, ma lamjont pep kevezer eus ar gouarnamant kent o forbannañ ; ar re Vinamoto a respontas dre voulc'hañ ar brezel e 1180. E-kichen Heian-kyō (Kyōto hiziv), kêr-benn an impalaeriezh d'ar mare, e voe an emgann kentañ a-douez an 19 a voe er brezel-se.
Goude ar gad diwezhañ e voe diskaret ar c'hlann Taira, ha Minatomo no Yoritomo ar stalias e Kamakura ar c'hentañ shōgunelezh en Istor Japan er bloaz 1192 ; evel un diktatour e renas war ar vro a-bezh.

源平合戦
Brezel Genpei

E-kerzh Brezel Genpei
Kanō Motonobu (1476-1559)
Riez 大日本帝国  Impalaeriezh Japan Veur
Marevezh Marevezh Heian
Padelezh 1180-1185
Bellerion
 Minamoto
(Yoritomo)
Yoritomo
Yoshitsune
 Taira
(Yoritomo)
Munemori 
Shigeira 
Tomomori 
 Minamoto
(Yoshinaka)
Yoshinaka 
Imai Kanehira 
Disoc'h
• Diskar ar c'hlann Taira
Shōgunelezh Kamakura
Domanioù ar pevar c'hlann e 1183
  • ██ Minamoto Yoshinaka
  • ██ Minamoto Yoritomo
  • ██ Fujiwara
  • ██ Taira
  • Pouezus-kenañ e voe Brezel Genpei en Istor Japan, pa verkas kresk galloud ar renkad vilourel, ar samurai ha diskar galloud trevourel an impalaer.

    An anv 源平 genpei zo 源 gen, a lenner minamoto e japaneg, ha 平 hei, a zo distaget pei er stummoù kenstrollat, hag a lenner taira. Kement ha "brezel ar re Vinamoto enep ar re Daira" eo genpei neuze.
    Un anv all zo d'ar brezel-se e Japan : 治承寿永の乱 jishō-juei no ran, eus ar Marevezh Jishō (1177-1181) hag ar Marevezh Juei (1182-1184).

    Abegoù

    kemmañ

    E-pad dekvloazhiadoù e oa bet kevezerezh etre ar c'hlannoù Minamoto ha Taira evit ar galloud el Lez, ha dre-se e Japan a-bezh. Da geñver Emsavadeg Hōgen (div sizhunvezh er bloaz 1156) hag Emsavadeg Heiji (1160) en devoar klasket ar c'hlann Minamoto tapout an tu-kreñv war ar c'hlann Taira, en aner avat.[1]
    Er bloaz 1180, Taira no Kiyomori (1118-1181) a zeuas a-benn da lakaat e vab-bihan yaouankañ (2 vloaz hepken) da vout impalaer Antoku (1178-1185, ren 1180-1185) goude dileze an impalaer Takakura (1161-1181, ren 1168-1180). Gaou a voe graet d'ar priñs Mochihito (1151-1180), trede mab an impalaer Go-Shirakawa (1127-1192, ren 1155-1158) hag e hêr ; evit lemel ar vezhadenn ha gounit an tron e c'halvas Minamoto no Yorimasa (1106-1180]]) ha manatioù boudaek d'an armoù. Ur c'hwitadenn e voe, pa varvas Mochihito ha Yorimasa er gad kentañ.[1]

    E miz Mezheven 1180, Taira no Kiyomori a zivizas dilec'hiañ kêr-benn an impalaeriezh eus Heian-kyō da Fukuhara-kyō (ur c'harter eus Kobe hiziv), a oa e gêr-benn dezhañ abaoe ar bloaz 1160 : neuze e c'helle derc'hel e zorn war al Lez.[1]

     
    Sal ar Fenis er Byōdō-in

    Pa ne ouie ket Taira no Kiyomori piv a oa a-drek an emsavadeg e lakaas herzel ar priñs Mochihito, a gavas repu en azeuldi boudaek Onjō-ji (Mii-dera hiziv, e kêr Ōtsu e prefedelezh Shiga). Pa ne c'helle ket ar venec'h e wareziñ e rankas tec'hel. Hetaet e voe gant soudarded Kiyomori betek azeuldi ar Byōdō-in, a-vaez da gêr Heian-kyō. Eno e c'hoarvezas an emgann kentañ : Mochihito a voe paket ha lazhet tra m'en em lazhas Minamoto no Yorimasa dre seveniñ seppuku.[1],[2]
    Goude marv Yorimasa en em lakaas Minamoto no Yoritomo, penn nevez ar c'hlann, da rener an emsavadeg ; p'edo o foetañ bro davit kevredidi e voe faezhet gant ar re Daira e miz Gwengolo 1180 e-kichen Menez Fuji.[1] Dont a reas a-benn da vont pelloc'h avat, war du ar Biz ma kavas skoazell digant klannoù all evit diarbenn lu ar re Daira. E-keit-se, Kiyomori a beurzevas azeuldi Onjō-ji kent lakaas seziz war gêr Nara ha distruj an hanter anezhi, kement-se evit kaout e zial[3].
    Er bloz 1181 e voe faezhet nerzhioù Yukiie ( 1186) gant ar re Daira, hep nemeur a heuliadoù.[1] E nevezamzer ar bloaz-se end-eeun e varvas Taira no Kiyomori, tra ma krogas Japaniz da c'houzañv un naonegezh a badas betek diwezh 1182. Klask a reas ar c'hlann Taira argadiñ izili eus ar c'hlann Minamoto o devoa savet ul lu e norzh ar vro, hep dont a-benn d'o faezhañ. Ne voe mui kad ebet betek deroù ar bloaz 1183.[1]

    D'an 2 a viz Mezheven 1183 e voe faezhet ar c'hlann Taira en Emgann Kurikara ; ker gwazh e voe an drouziwezh m'en em gavas ar re Daira sezizet en Heian-kyō diwehatoc'h, tra m'edo Minamoto no Yoshinaka (1154-1184) o tont eus an Norzh ha Yukiie eus ar Reter. Ret e voe d'ar c'hlann Taira, renet gant Taira no Munemori (1147-1185) abaoe marv e dad Kiyomori, tec'hel kuit war-du ar C'hornôg gant e armead, al Lez, hag an impalaer Antoku (a oa en e 4vet bloaz da neuze). Go-Shirakawa, an implaer kozh, a savas a-du gant ar Minamoto no Yoshikana kent gourc'hemenn dezhañ mont gant Yukiie evit distrujañ Munemori hag a lu.[1]
    P'edo oc'h hemolc'hiñ ar re Daira war hent ar C'hornôg e klaskas Yoshinaka kemer ar galloud war ar c'hlann Minamoto dre dagañ Yoritomo e Kamakura. Diouzh e du, ar c'hlann Taira a stalias ul Lez verrbad e Dazaifu,[4] met argaset e voent gant un emsavadeg itriket gant Go-Shirakawa ; dilojañ al Lez a rejont arre, da Yashima[5] war un enezennig a-vaez da Shikoku. Eno e voent argadet d'ar 17 a viz Du gant Yoshinaka, a zeujont a-benn da ziarbenn.[1]
    Minamoto no Yoshinaka a itrikas gant Yukiie evit lakaat seziz war ar gêr-benn hag an impalaer, ha staliañ ul Lez nevez en Norzh zoken mar bije tro. Yukiie avat a zikulias an itrikadenn d'an impalaer, a roas keloù da Yoritomo, penn ar c'hlann Minamoto. Pa verzas Yoshinaka e oa bet trubardet gant Yukiie e kemeras Heian-kyō, hag e deroù ar bloaz 1184 e lakaas tan en zeuldi Hōjūjidono m'edo kloastret an impalaer Go-Shirakawa, a voe bac'het da c'hortoz. Nepell goude ez erruas Minamoto no Yoshitsune (c. 1159-1189) gant e vreur Minamoto no Noriyori (1150-1193) hag un arme vras, a argasas Yoshinaka eus kêr. Goude ur gad d'an 19 a viz C'hwevrer 1184 war ur pont dreist ar stêr Uji tost d Heian-kyō, Minamoto no Yoshinaka a stourmas ur wezh diwezhañ en Awazu[6] daou zevezh goude, ma voe faezhet gant Minamoto no Yoshitsune ; lazhet e voe Yoshinaka p'edo o klask kemer an tec'h.[1]

     
    Mor Diabarzh Seto

    Pa guitaas re re Vinamoto ar gêr-benn e krogas ar c'hlann Taira da greñvaat o dalc'h war meur a lec'h kostez Mor Diabarzh Seto, a oa e diriad hengounel. An impalaer a ginnigas dezho kodianañ a-benn sizhun en eskemm ouzh un harz-brezel gant ar re Vinamoto — ar pezh a oa un touell, pa oa mennet da gas ar c'hlann Minamoto da argadiñ ar re Daira : gounez amzer e oa, evit klask adkemer ar galooud.[1]
    D'an 20 a viz Meurzh 1184, Yoshitsune ha Noriyori a dagas Ichi-no-Tani, ur c'hreñvlec'h d'ar c'hlann Taira e Suma, er c'hornôg da Gobe war enez Honshū. Faezhet e voe ar re Daira, hag ar re na voent na lazhet na paket a dec'has da Yashima en-dro. Ar c'hlann Minamoto ne oa ket gouest da argadiñ Shikoku, setu e kemerjont o diarbennoù e-pad ar c'hwezh mizvezh war-lerc'h.[1]
    Tost da vloaz goude kad Ichi-no-Tanin d'an 22 a viz Meurzh 1185, e c'hoarvezas Emgann Yashima un emgann war vor a-vaez da Shikoku : klann Minamoto a glaskas treuziñ ar mor, met kalz eus e listri a voe distrujet gant ur gorventenn ; gant pemp lestr hepken, Yoshitsune a dizhas an douar hag a lakaas enaouiñ tantadoù evit lakaat al Lez da grediñ e oa arsailhet. P'edo ar re Daira o c'hortoz un argadenn war vor e kuitajont o c'hreñvlec'h hag e kasjont al Lez hag an impalaer antoku d'ar mor. Trec'h e voe klann Minamoto en emgann a voe da-heul, met ar braz eus al lestraz Taira a zeuas a-benn da dec'hel. Miz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Ebrel 1185, e voent faezhet adarre en un emgann war vor e Strizh-mor Shimonoseki, etre inizi Honshū ha Kyūshū ; eno e varvas an impalaer yaouank, 6 vloaz hepken, ha kalz eus pennoù bras ar c'hlann Taira.

    Heuliadoù

    kemmañ

    E miz Kerzu 1185 e voe finvezh beli ar c'hlann Taira war kêr-benn an impalaeriezh. An impalaer Go-Shirakawa a zeroas da Vinamoto Yoritomo ar gwir da zastum telloù ha da envel kargidi en holl rannvroioù. Goude marv an impalaer kozh e 1192 e voe anvet Minatomo no Yoritomo da sei-i tai shōgun (征夷大将軍 "pennjeneral sujer ar varbared")[7].
    Kement-se a voulc'has marevezh Japan c'hladdalc'hel (1185-1600), m'edo an impalaer hag al Lez e-karg eus al lidoù tra m'edo ar galloud gwirion gant ar shōgun.[1]

    Gant staliadur ar shōguneezh e Japan e kreskas galloud ar renkad vilourel, ar samurai, hag a nebeut da nebeut e wanaas hini an impalaer : da arouezius e troas, gouestlet d'al lidoù hepken, betek Assavidigezh Meiji e 1868 tost da 700 vloaz diwezhatoc'h — petra bennak ma c'hoarvezas Assavidigezh Kenmu e 1333 ma renas an impalaer betek 1336. Minamoto, da livioù broadel Japan. A-c'houde Brezel Genpei e voe lakaet ar ruz, liv ar c'hlann Taira, hag ar gwenn, hini ar c'hlann Taira, war banniel Japan[8].

    Levrlennadur

    kemmañ
    • Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)
    • Turnbull, Stephen. The Samurai – A Military History. London : Macmillan Publishers, 1977 (ISBN 978-0-02-620540-5)
    • Turnbull, Stephen. The Samurai Sourcebook. London : Cassell Publishing, 2000 (ISBN 978-1-85409-523-7)

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 1,11 ha1,12 Sansom, 1958.
    2. Turnbull, 2000.
    3. Turnbull, 1977.
    4. E prefedelezh Fukuoka war enezenn Kyūshū hiziv
    5. Takamatsu e prefedelezh Kagawa hiziv.
    6. Ōtsu hiziv.
    7. (en) 'Law Insider'. Kavet : 09 C'hwe 2022.
    8. (en) 'Web Japan / National Flag and Anthem'. Kavet : 09 C'hwe 2022.


      日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける