Maoouriezh
Ar vaoouriezh pe kentoc'h Preder Mao Zedong (毛泽东思想) a zo un ideologiezh bet diorroet en XXvet kantved gant Mao Zedong pa oa e penn Republik Poblek Sina (Bro-Sina). Un ideologiezh komumour an hini eo, savet ez-resis war diazezoù ar varksouriezh-leninouriezh en ur ouzhpennañ kredennoù ispisial bet ijinet gant ar Prezidant Mao.
Iskevrennad eus | Marksouriezh-leninouriezh |
---|---|
Rann eus | Marxism–Leninism–Maoism, Ideology of the Chinese Communist Party |
Anv er yezh a orin | 毛泽东思想 |
Anvet diwar | Mao Tse-tung |
Krouet gant | Mao Zedong |
Politikerezh ofisiel Strollad Komunour Bro-Sina eo c'hoazh ha daoust m'eo bet cheñchet kalz abaoe ma krogas Deng Xiaoping gant e labour reformiñ e 1978 hag an darn vrasañ eus ar vaoourien dre ar bed a gav dezhe ez eo faos lâret ez eo Sina ur vro gomunour anezhi hiziv.
Tezennoù ar vaoouriezh
kemmañHervez tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh a-gent e oa ar proletariezh a veve er c'hêrioù hag a laboure er c'hreanterezh an hini a ranke boutañ war-raok an dispac'h. Ar vaoouriezh avat a lakaas ar beizanted da vezañ unan eus ar renkadoù sokial a ranke bezañ e penn an dispac'h rak ar muiañ-niver e oant e Sina ha ne oa ket posupl tizhet o fal hep kontañ gante. Hervez ar vaoouriezh ez eo ret kevodañ ar beizanted en ur heñchañ anezhe en ur lakaat anezhe da anaout ha da gompren tezennoù politikel reizh. Evit Mao e oa ken pouezus diorroiñ al labourerezh-douar hag an dud a veve war ar maez hag ar c'hreanterezh hag an dud a veve er c'hêrioù.
Unan eus diforc'hioù pennañ ar vaoouriezh e-keñver an darn vrasañ eus an tezennoù politikel all, hag ivez ar gomunourien, eo ar fed ma vez liammet ganti he zezennoù politikel gant un toullad tezennoù milourel. Hervez ar vaoouriezh neuze ez eo ret aloubiñ ar galloud dre implij an armoù hag ar beizanted a deuy ar maout gante dre kregiñ gant brezel ar bobl. Kaset e vez da benn ar stourm-se e teir fazenn :
- Kevodañ hag aozañ ar beizanted;
- Bezañ trec'h war lec'hioù er vro ha lakaat ar brezelig da genlabourat en un doare strishoc'h-strishañ;
- Pa vez tu, kregiñ gant ur stourm a denn kentoc'h d'ur brezel diabarzh penn-da-benn.
Pouezus-tre eo evit ar vaoouriezh gallout kevodañ ar bobl evit kas da-benn an dispac'h hag ivez ar sevel labouradegoù emren bihan e pep kêriadenn. Evel-se, dre lakaat ar galloud milourel ha greantel war-eeun etre daouarn ar bobl ez eo aezetoc'h difenn terc'hoù an dispac'h rak ar riskloù a sav re alies diwar sistemoù kreizennet.
Un diforc'h pennañ etre ar vaoouriezh ha teoriennoù komunour pennañ all a zo ar fed ma kred ar vaoourien e kendalc'h ar stourm etre ar renkadoù kevredel keit ha ma pad maread ar sokialouriezh. Da lâret eo, goude ma'z eo bet tapout ar galloud gant ar bobl da heul an dispac'h e c'hellfe ar vourc'hizion dont a-benn da adtapout ar galloud hag adstaliañ ar gapitalouriezh e lec'h ar sokialouriezh.
Just a-walc'h, unan eus abegoù pennañ an Dispac'h Sevenadurel e oa klask difenn diouzh an izili e-barzh ar Strollad Komunour hag a save a-du gant tezennoù dehour da dapout ar galloud.
Istor ar vaoouriezh
kemmañDaoust ha m'he doa ar vaoouriezh c'hoariet ur roll a-bouez-tre o kas ar gomunourion d'an trec'h e Sina, etre 1949 pa oe savet ar Republik Poblek betek fin ar bloavezhioù 50 ez eo ar gomunouriezh soviedel an hini a veze lakaet e pleustr ez-ofisiel gant gouarnamant Sina.
Evit ar wech kentañ e tiskrogas Mao diouzh an doare-ober soviedel Mao pa grogas gant al Lamm Meur War-raok e 1959.
War-lerc'h ez eas an traoù war drenkaat etre an div vro pa tisklêrias Mao e oa bet restaolet ar gapitalouriezh en Unaniezh Soviedel dindan beli Nikita C'hrouchtchov. Ledanoc'h-ledanañ e teuas an dizemglev da vezañ e-touez an holl vroioù komunour hag etre ar gomunourion er broioù kapitalour ivez betek ma voe disklêriet an disparti en un doare ofisiel etre Sina hag an Unaniezh Soviedel e 1961-63. Ne oa er bed a-bezh nemet tri strollad a soutenas Sina: hini Albania, hini Indonezia hag hini Zeland-Nevez. Er broioù all e-lec'h ma'z eas ar maout gant ar strolladoù a save a-du gant an Unaniezh Soviedel, ar re a soutene politikerezh ha tezennoù Mao ez eas kuit pe a oa bet skarzhet Ar re-se, buan-tre anavezet evel "maoourion", a savas strolladoù marksour-leninour bihan pe bihanoc'h harpet gant Sina. Distrujet e oa bet Strollad Komunour Indonezia, a-du gant tezennoù Mao, goude an taol bet gounezet gant an arme er vro-se ha Strollad Labour Albania a lakaas fin d'al liammoù gant Sina goude marv Mao.
A-bouez-tre e oa bet al luskadoù hag ar strolladoù maoour e meur a vro da vare ar stourm a-enep d'ar brezel e Viet-Nam er bloavezhioù 60s.
E meur a vro en Trede Bed hiziv c'hoazh e lec'h ma'z eus ur stourm armet e vez kavet ur strollad maoour en e bed alies a-walc'h evel en India, e Perou, e Nepal pe c'hoazh e Turkia.
E 1969 e voe disklêriet an Dispac'h Sevenadurel. Mervel a reas Mao Zedong e 1976. War e lerc'h e teuas Deng Xiaoping hag a laoskas a-gostez ar vaoouriezh.
Ar vaoouriezh goude marv Mao
kemmañGoude marv Mao Zedong e oa bet lakaat fin d'an Dispac'h Sevenadurel gant ar rejim ha bac'het ar re e penn ar Strollad Komunour a save a-du gantañ anvet Bandennad ar Pevar).
Pouezus-tre e oa ar strolladoù maoour, hag ivez ar re varksour-leninour nann-maoour, da vare miz Mae 68 er Stad C'hall, ha brudet-tre e oa bet ar gelaouenn vaoour skoazellet gant Jean-Paul Sartre La Cause du Peuple.
Er bloavezhioù 1970 e teuas war wel ur strolladig maoour a stourme gant an armoù e Japan anvet Darnad an Arme Ruz.
Er bloavezhioù 1980 unan eus ar strolladoù maoour pennañ er bed a oa o stourm gant an armoù a-enep d'ar gapitalouriezh en em gave e Perou, anvet a-wechoù ivez an Hent Lugernus (spagnoleg Sendero Luminoso). Penn ar strollad komunour-se, Abimaël Guzman, anavezet evel «el Presidente Gonzalo» a oa bet tapet gant an arme ha kaset d'an toull-bac'h e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Met daoust da se ez eo bev c'hoazh Strollad Komunour Perou.
E penn-kentañ ar 21vet kantved ez eo Strollad Kumounour Nepal (Maoour) ar strollad maoour brudetañ abalamour d'ar stourm emañ o kas da benn dre ar vro-se.
Strolladour maoour all a vez kavet dre ar bed a-bezh c'hoazh, kement (ha marteze dreist-holl) en Trede Bed, da skouer en India e-lec'h ma'z eus meur a hini, hag ar C'hentañ Bed evel er Frañs, e Belgia hag en Alamagn pe c'hoazh e Zeland-Nevez hag ar Stadoù Unanet. Kreñv.-tre ez eo an ideologiezh maoour ivez e Turkia. Peurliesañ e vez stourmet gant an armoù gant ar strolladoù maoour en Trede Bed, met pas gant ar re er C'hentañ Bed.
Notenn: Ret eo anzav ivez e oa bet implijet an termenoù Kentañ Bed, Eil Bed ha Trede Bed gant Mao hag unan eus an diforc'hioù pennañ eo Tezenn an Tri Bed etre ar re a difenn ar vaoouriezh hag ar re a difenn ar varksouriezh-leninouriezh rik da vare an disparti ideologel etre Sina hag Albania.
Liammoù
kemmañ- Leftist Parties of the World [1] Un toullad liammoù a gas da bep strollad maoour ha marksour-leninour gantañ ul lec'hienn war ar wiadenn dre ar bed a-bezh (e saozneg).
Gwelet ivez
kemmañ
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |