Daofinez
- Marteze emaoc'h o klask ar pennad a denn d'an daofinez, pried an Daofin.
Daofinez ((le) Dauphiné e galleg ; lo Daufinat, lo Dalfinat, lo Daufinat de Vianés en okitaneg ; Dôfenâ de Viènouès, Darfenâ en arpitaneg) zo ur proviñs gall kozh ganet en XIvet kantved, krouet gant konted Albon.
Daofinez | |
---|---|
| |
E-barzh an Impalaeriezh santel roman german e oa betek 1349 pa voe staget ouzh Bro-C'hall, daoust ma chomas emren a-walc'h betek 1457.
Bevennet e oa gant ar Ron en hanternoz, ha Bresse ha Bugey en tu all ; gant Savoia ha Piemonte er reter, gant ar Comtat Venaicin ha Provañs er c'hreisteiz.
Eus ar proviñs d'an departamantoù
kemmañE 1790 e voe rannet etre tri departamant gall : Drôme, Hautes-Alpes hag Isère, ha tammoù e departamantoù all.