Carlos Iañ Portugal
Ur pennad Carlos Iañ zo ivez.
Carlos Iañ Portugal (Terreiro do Paço 1863–1908 Lisboa), pe Carlos Fernando Luís Maria Vítor Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis José Simão de Bragança Sabóia Bourbon Saxe-Coburgo-Gotha hervez e anv ofisiel, a oa eil diwezhañ roue Portugal.
Ganet e oa d'an 28 a viz Gwengolo 1863 e Terreiro do Paço, nepell diouzh Lisboa. Mab e oa d'ar roue Luís Iañ Portugal ha d'ar briñsez Maria Pia Savoia. Anvet e voe da roue goude marv e dad e 1889.
Muntret e voe d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1908, war un dro gant e vab henañ a dlee ren war e lerc'h.
Dimeziñ
kemmañDimezet e oa d'ar briñsez c'hall Amélie d'Orléans (1865-1951): (Amélia de Orleães e portugaleg).
- Luís Filipe von Bragança, Priñs Real (1887-1908)
- Maria Ana von Bragança, Infantez Portugal (1888)
- Manuel II (1889-1932), diwezhañ Roue Portugal.
Ur vastardez en doe ivez: Maria Pia von Sachsen-Coburg-Gotha Bragança (1907-1995).