Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian, hag an eil eus ar mizioù du. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.

Kerzu, livadur eus an Très Riches Heures du duc de Berry
Kerzu
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu

An anv

Dont a rafe an anv eus "ker" ha "du".

E yezh Treger e vez lavaret Kerdu. A zo ivez un anv lec'h (kastell) hag ur wazh e korn-bro Lokmikael-an-Traezh.

E-pad ar miz

Krennlavaroù

  • An hini n'en deus ket a gig da Nedeleg A lazh ar c'hog pe e wreg.
  • Da noz Nedeleg Ne gousk den 'Met an touseg Ha mab an den.
  • Dre fozh kanañ Nouel ec'h erru an Nedeleg.
  • Kala-goañv, kala miz Nedeleg a-benn daou viz.
  • Erc'h kent Nedeleg Teil d'ar segaleg.
  • Miz Kerzu, miz ar gouelioù Eo miz ar gwadigennoù.
  • Nedeleg sec'h, Pask kailharek 'Laka an arc'h da vezañ barrek Hag an ozhac'h da vezañ bouzellek.
  • Pa vez loar wenn d'an Nedeleg E vez lin mat e pep havreg.
  • Ur gelienenn d'an Nedeleg A zo koulz hag ur c'hefeleg.