brasoc'h
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-gwan bras hag an dibenn-ger -oc'h.
Furm anv-gwan
brasoc'h /ˈbra.sːɔx/ (furm vihanaat : brasoc'hik)
- Derez-uheloc'h an anv-gwan bras
- Bras eo e garr, brasoc'h e lorc'h c'hoazh. — (?, p. ?.)
- Hag Arzhur a roas dezhañ un tamm all brasoc'h, hag e voe lonket kerkent, ha neuze e nijas arre ouzh-krec'h. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 24.)
- — [...]. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc'h, lod bihanoc’h ; unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet e gantenn ; egile a zo tenvaloc'h eun tammig, e-giz pa vefe bet mogedet e groc'hen. [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 59.)
- — Pa vi brasoc'h, kosoc'h, da dro a deuio, hag evelte ec'h i da redek da reuz. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 44.)
- — Lakait din ur banne all, emezañ, ur banne brasoc'h... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 86.)
- — Ur bern traoù a zo, hag ur bern brasoc'h c'hoazh da zizoleiñ. [...]... — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 88.)
- Brasoc'h eget :
- Eno e kavent ur vag pontet, brasoc'h kalz eget o hini. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 77.)
- Hag ar martolod da gontañ dezhe a bep seurt traoù fentus, gevier holl brasoc'h eget menezioù. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 195.)
- [...], pa wel, en eun taol, o tont diouz ar c'hoajou doun a zo e-kichen kear, eur mell den, eiz troatad d'an nebeuta, teir gwech brasoc'h egetan. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 82.)
- [...], hag e loa brasoc'h eget eur vasin vras, ma rankas dibri sec'h e dammou krampoez. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 71.)
- — Ma ! selaouit... Gwechall-goz, pell zo abaoe, e oa eur c'hastell kaer ha krenv meurbed war beg Kleger Tremedern, kaeroc'h ha brasoc'h kalz eget an hini a welet dirakoc'h. [...]. » — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 116.)
- Job. — « Un teñzor burzhudus. »
Lom. — « Brasoc'h eget hini Kresus. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 47.) - [...], ha bremañ diouzh klevout an dud desket, emañ o ruilhal-diruilhal e-touez bernioù stered lostek pe dilost, heolioù marv an tan enno pe war enaou, met an holl anezho mil ha kant mil gwech brasoc'h eget hor planedenn-ni. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 14.)
- [...], a bep ment, brasoc'h hiziv eget dek vloaz 'zo anat eo, a bep liv, [...]. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 12.)
- Brasoc'h, duoc'h ha reutoc'h eget biskoazh e oa e vourroù, dispourbellet e lagad hag e selloù o parañ war ar vandennad tud en em gave dirazañ. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 25.)
- « Alies o devez an dud kreñv — hag ho klañvour a zo un den nerzhus — brasoc'h kaouad eget ar re wanoc'h. » — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 86.)
- [...], hogen ur sekred o devoa ivez, ha ne veze ket brasoc'h aon dezho eget pa soñjent e c'hallje unan bennak diskoachañ anezhañ. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 5.)
- Brasoc'h evit :
- Homañ a em laka d'ober krampouezh d'he mab, war ur gleurc'h brasoc'h evit ur maen-milin. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 39.)
- War lerc'h al leon, ar re all a lavaras ivez da Ivon e c'hellje, pa garje, dont tigr, loupard, bleiz, ourz, louarn, c'hwec'h gwech brasoc'h, kreñvoc'h, ha galloudusoc'h evit na oa pep hini anezho. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 134.)
- Brasoc'h oa c'hoazh da welet en noz evit ma'z oa e-kreiz an deiz. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 84.)
- Brasoc'h-brasañ : muioc'h-mui bras
- Dirak an anv-kadarn :
- Kontant on, end-eeun, da ober brasoc'h anaoudegezh gant va c'henderv. — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 64.)
- Met ken brasoc'h droug e tlee ober dezhi ! — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 78.)
- Brasoc'h genaoueien a ze oc'h, ma n'ouzoc'h ket pegement gwerzañ ho pesked. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 125.)
- Hemañ, 'vat, goude ma vo ar henta er skol, na lakaio ket brasoh pout-houarn a-ze war an tan. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 428.)
- brasoc'h a se