porzh
Neuz
Gwelet ivez : Porzh |
Brezhoneg
- Amprestet digant al latin (portus).
- Kavet en henvrezhoneg (porth).
- Meneget er C'hatolikon (porz).
- Da geñveriañ gant ar gerioù porth en kembraeg hag en kerneveureg.
- Anavezet evel anv-tiegezh : Le Pors, Le Porh.
Anv-kadarn
porzh /ˈpɔrs/ gourel (liester : porzhioù, porzhoù, perzhier)
- Digor e moger-dro ur gêr.
- Neuze e welas da gentan, war doull eur porz kaer, diou skeudenn vras, unan en dir, eun all en gwer, ... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 9.)
- Digor pennañ ur savadur.
- « Porzh ar Marv » a reer outi o vezañ ma tremen atav dindani ar c’horfoù a vez douget d’an iliz a-raok bezañ kaset d’ar vered. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 58.)
- Tachenn dizolo ha kloz (mogerioù pe savadurioù en-dro dezhi).
- N'eus ket chomet ur penn-yar bev war e lerc'h, el leur nag er porzh. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 111.)
- Re-bar d'ur vandennad yer dichouet diwar ur bern greun, e tec'has ar vugale all, spontet ha strafuilhet, er-maez eus porzh ar marchosi. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 29.)
- Porzh-mor.
- Batimantoù-brezel a zo digouezhet e porzh Brest. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 36.)
- Ha setu ni bremañ er mor Baltel o skeiñ war du Reval, ur porzh en digor pleg-mor Bro-Finn ; ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 157.)
- ..., setu ni e Mailly galvet d'ober war dro ar Rusianed war var da zouariñ e porzh Marsilha. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 14.)
- Ni a zo en em glevet gant ur vag floderezh a zo hirio e Porzh ar Beskont, e-tal Santez Barba Rosko, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 24.)
- Breizh (Penn-ar-C'hrann): "porzh /ˈpɔrs/"
Troioù-lavar
- Lakaat unan bennak er porzh : lemel e bedadenn digant unan bennak.
- Ober kazeg dre greiz ar porzh : c'hwitañ war ul labour pe un obererezh bennak just a-raok kas anezhañ/anezhi da benn.