a-bouez-penn
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an araogenn a-bouez hag an anv-kadarn penn.
Adverb
a-bouez-penn /abwesˈpɛnː/
- A-bouez holl nerzh e vouezh
- Ha blejal, youc'hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunañ, pep hini en e yezh, hag a bouez-penn, ken ma veze o safar trec'h da voubou ar pedennoù, diskan ar c'hantikoù, soroc'h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n'eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c'hleier o vrallañ. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 54.)
- Ar vamm, ur strafuilh ouzh he c'hlevout, a ouele a bouez penn hag e semplas dirak dor ar vered. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 17.)
- Darn anezho, skuizh oc'h ober bouzellenn voan hag o pilpasat er pri hag er vouilhenn, el lec'h displijus-se anvet ganto « Kerfank », en em vodas ur wechad hag a dreuzas ar c'hamp o youc'hal a-bouez-penn : « Finister d'ar gêr ! Finister d'ar gêr ! » — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 22.)
- [...], e lammas diwar ar c'harr-kañv gant herr ur wabrigolenn o treuziñ an oabl en un nozvezh vac'hus a hañv, en ur youc'hal a-bouez-penn gerioù na gomprenas den. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 26.)
- — [...]. Kaer an amzer ? Neuze, pintet war ar skourr uhelañ e c'hwiban a-bouez-penn. [...]. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 305.)
- A-bouez e benn
- — Gevier, gevier, eme adarre ar c'habiten, a bouez he benn, ha droug enn-han! [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 18.)
- — Ya, gouzout a ouiemp ! a hopas Tintin Petunia a-greiz-holl, a-bouez he fenn. [...] !. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 60.)
Troidigezhioù
- galleg : à tue-tête (fr)