Mont d’an endalc’had

grilh

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Stumm eus an 13 Gou 2021 da 13:41 gant 2a01:cb08:8bb7:f100:6997:c7c5:25ba:19d1 (kaozeal)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Brezhoneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .

Anv-kadarn 1

O poazhañ silzig
ha beriadoù kig war ur c'hrilh.

grilh /ˈɡriʎ/ benel (furm vihanaat : grilhig, liester : grilhoù)

  1. Benveg keginañ, anezhañ gwalinier metal kenstur soudet war ur stern, a dalvez da boazhañ kig, pesked, hag all, war ar glaou ruz.
  2. Benveg keginañ — damheñvel ouzh ur c'hrilh — a lakaer war flamm ar gaz pe a luger ouzh an tredan

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

Ur grilh-douar (parez).

grilh /ˈɡriʎ/ gourel pe benel (furm vihanaat : grilhig, liester : grilhed)

  1. Amprevan lammer eus an urzhad Orthoptera, kerentiad Gryllidae, a glever ar par o kanañ dre rimiañ e eskell an eil ouzh eben (diwar-benn an amprevaned).
  2. (Dre hevelebiezh) (Dre verrdro) Grilh-mor (diwar-benn ar c'hresteneged).

Gerioù heñvelster

  1. skrilh

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

  1. galleg : grillon (fr)  gourel  ; italianeg : grillo (it)  gourel
  2. galleg : langouste (fr)  benel