Koulman
Sant Koulman zo ur manac'h iwerzhonat, ganet war-dro 540 ha marvet d'an 23 a viz Du 615 e Bobbio e Lombardia, goude baleet gantañ dre Europa, Kernev-Veur, Breizh, Galia, Helvetia.
Arabat e gemmeskañ gant sant Koulmkell a vevas en Iwerzhon hag e Breizh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulman a zeufe e anv eus ar gerioù iwerzhonek Colm Bán, « koulm wenn ». Ganet e oa bet, a-hervez, en An Obair, e kontelezh An Mhí, e reter Iwerzhon. Mont a reas war e studi d'ur manati a oa war un enezenn eus Loch Éirne, ha goude-se da vanati Bangor, war aod biz Iwerzhon. Eno e teuas da vezañ manac'h. D'an oad a 40 vloaz e tivizas mont gant menec'h iwerzhonat all da brezeg an aviel d'an estrenvro. Mont a rejont da Vro-Skos, da gentañ, tremen dre Gernev-veur goude, hag alese da Vreizh a-benn ar fin, ma tilestrjont e Karnag. Ur wech en em gavet war douar-bras Europa, war-dro 585 moarvat, ez eas Koulman war-zu ar reter, betek lez roue Bourgogn. Eno e voe roet douaroù dezhañ gant ar roue Guntram, da sevel un abati e Luxeuil (Luxovium en amzer-se), e dibenn ar VIvet kantved. Bloavezhioù diwezhatoc'h e voe skarzhet eus Bourgogn gant ar rouanez Brunehilde, e 610. Rankout a reas kuitaat Neustria dre ma tisplije reolennoù ar venec'h keltiek da gloer ar vro. Mont a reas da Aostrazia ma voe degemeret gwelloc'h, ha gallout a reas goude-se sevel manatioù all e Suis hag e Lombardia diwezhatoc'h.
Sevel a reas Reolenn sant Koulman evit e holl vanatioù. Ar reolenn-se a voe kemeret he lerc'h en IXvet kantved gant Reolenn sant Benead. Mervel a reas e 615 e Bobbio (en Emilia-Romagna hiziv), er manati a oa bet savet gantañ eno.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh e vez enoret e meur a lec'h (Karnag, Sant-Koulman, Sant-Kouloum ha nouspet lec'h all), dindan meur a anv : Koulman, Kloman (e Bro-Wened), Koulmer, Kouloum ivez a-wechoù. Lidet e vez d'an 23 a viz Du.