Piero di Cosimo de' Medici
- Marteze emaoc'h o klask Piero di Cosimo, al livour.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Firenze |
Anv e yezh-vamm an den | Piero di Cosimo de' Medici |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Medici |
Anv | Pierre de Médicis |
Deiziad ganedigezh | 19 Gwe 1416 |
Lec'h ganedigezh | Firenze |
Deiziad ar marv | 2 Kzu 1469 |
Lec'h ar marv | Firenze |
Lec'h douaridigezh | Sagrestia Vecchia |
Tad | Cosimo il Vecchio |
Mamm | Contessina de' Bardi |
Breur pe c'hoar | Carlo di Cosimo de' Medici, Giovanni di Cosimo de' Medici |
Pried | Lucrezia Tornabuoni |
Bugel | Nannina de' Medici, Lorenzo il Magnifico, Giuliano de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici |
Kar | Francesco Tornabuoni |
Familh | Tiegezh Medici |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | banker |
Deskrivet en URL | https://books.google.de/books?id=0AKM3OgXtPIC&pg=PA232&lpg#v=onepage&q&f=false |
Piero de' Medici, pe Piero Iañ de' Medici, pe Piero di Cosimo de' Medici, d'e zisheñvelout diouzh ar re all anvet eveltañ, lesanvet il Gottoso (an urlaoueg), a voe mestr Firenze e-pad pemp bloaz, eus 1464 betek 1469.
Mab e oa da Cosimo il Vecchio, lesanvet pater patriae, ha da g-Contessina de' Bardi. E 1461 e voe gonfalonier ar justis. Pa varvas Cosimo Iañ d'an 1 a viz Eost 1464 e kemeras e lec'h e penn kêr Firenze hag e kendalc'has gant ur politikerezh dimeziñ e vugale da diegezhioù uhel Firenze. Tad e oa da deir merc'h, Lucrezia, ..., ha daou vab, Lorenzo il Magnifico ha Giuliano de' Medici.
Klask a reas kaout darempredoù mat gant ar roue gall Loeiz XI, ar pab Paol II, ha gant duged Milano: Francesco Sforza (a varvas e Meurzh 1466), ha Galeazzo-Maria Sforza a renas war e lerc'h.
Irienn 1466
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Droug ouzh an Tiegezh Medici a greskas e-touez an tiegezhioù uhel all a oa bet lakaet a gostez en amzer e dad Cosimo. Kresket e oa c'hoazh pa zivizas Piero goulenn paeamant o dle d'ar bank Medici. En em unaniñ a reas enebourien ar Medici da irienniñ a-enep Piero : Niccolo Soderini, a oa republikan, Diotisalvi Neroni, Angelo Acciaiuoli, ha Luca Pitti, a oa rener anezho, dre zipit pe c'hoant-galloud. Int-i e oa kostezenn an dorgenn, (war dorgenn San Giorgio Medici edo ar palez Pitti).
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Ganet | Marv | Notennoù |
---|---|---|---|
Bianca | 1445 | 1505 | Dimezet da Guglielmo de' Pazzi |
Lucrezia detta Nannina | 1448 | 1493 | Dimezet da Bernardo Rucellai |
Lorenzo lesanvet “il Magnifico | 1449 | 1492 | Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini |
Giuliano | 1453 | 1478 | Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemez VII. |
Maria | 1455 | 1479 | Dimezet da Leonetto de' Rossi |
Ur mab | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Ur mab all | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Giovanni | Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici |