Dinosaor
Dinosauria | |
---|---|
Relegoù Allosaurus ha Stegosaurus Denver Museum of Science and Nature Denver, Colorado, SUA | |
Rummatadur klasel | |
Riezad | Loened |
Skourrad | Chordata |
Is-skourrad | Vertebrata |
Kevrennad | Sauropsida |
Iskevrennad | Diapsida |
Dangevrennad | Archosauromorpha |
Usurzhad | |
Dinosauria Owen, 1842 | |
Kladoù izeloc'h | |
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An dinosaored (Dinosauria o anv skiantel) zo loened eus klad ar Sauropsida, a vod an holl stlejviled a-vremañ (ar gevrennad Reptilia), an holl evned a-vremañ (ar gevrennad Aves) hag ul lodenn hepken eus an henstlejviled, an holl anezho o tiskenn eus un hendad hepken. Kalz spesadoù dinosaored a oa, liesseurt ha disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all. Ar re vrudetañ a vevas adalek diwezh an Triaseg (-251 milion a vloavezhioù/Mav) betek fin ar C'hretase (-65,5 Mav), e-pad an oadvezh Mezozoeg pe Eil hoalad (-251 Mav – -65,5 Mav).
Kavadennoù graet nevez zo a laka da soñjal ez eus bet dinosaored abaoe an Triaseg Izel (deroù : -251 Mav) pe an Triaseg Kreiz (diwezh : -228 Mav), pe zoken adalek ar Permian (-299 Mav – -248 Mav). Trevadennet eo bet an holl gevandiroù gant an dinosaored abalamour ma ne oa ket dispartiet c'hoazh ar c'hevandir nemetañ, Pangea e anv, da vare an Triaseg, ha ma'z int en em strewet dre-holl d'ar mare-se hep kaout ezhomm da dreuziñ mor ebet.
Abred pe abretoc'h eo aet an holl zinosaored da get – war-bouez an evned – e-kerzh ar Mezozoeg ; e-pad enkadenn ar C'hretase hag an Trede hoalad (anvet ivez « enkadenn K-T ») ez eo steuziet an dinosaored a veve da vare ar C'hretase uhel (-99,6 Mav – -65,5 Mav)[1],[2].
E miz Ebrel 1842 e voe kinniget an anv dinosaor gant ar paleontologour saoz Richard Owen (1804-1892), diwar an henc'hresianeg saura "glazard, stlejvil" ha deinos "spontus, braouac'hus" abalamour ma oa bras-kenañ (en tu all da 15 m) ar pep brasañ eus an dinosaored a oa bet dizoloet gantañ. Daoust d'an dra-se e c'halle an dinosaored bezañ bihan-kenañ o ment, betek un nebeud kantimetroù.
Kerkent ha kreiz an XIXvet kantved ha betek ar bloavezhioù 1970, an dinosaored a veze gwelet gant ar skiantourien evel loened yen o gwad, dizampart ha goustad, aet da get abalamour d'o sotoni. E 1969, ar paleontologour stadunanat John Ostrom (1928-2005) a roas lañs da « azginivelezh an dinosaored », a sachas evezh ur bern tud war studi an dinosaored, a voe gwelet adalek neuze evel loened oberiant, emwrezek gant emzalc'hioù kevredigezhel kemplezh.
Abaoe ma voe anavezet ar c'hentañ dinosaor, en XIXvet kantved, al loened-se o deus desachet ur bern tud er mirdioù e pep lec'h war an Douar, da welet ar relegoù adsavet eno. Plijout a reont kenañ d'ar vugale koulz ha d'an oadourien. Deuet int da vezañ ul lodenn eus sevenadur pobl an XXvet hag an XXIvet kantved, hag o c'havout a reer taolennet e levrioù hag e filmoù stank-kenañ. Danvez pennañ levrioù ha filmoù brudet ez int, evel Jurassic Park pe Ice Age 3, ha kaoz a vez ingal eus ar c'havadennoù nevez diwar o fenn er media.
Alies e vez implijet ar ger "dinosaor" war ar pemdez evit komz eus stlejviled all eus ar ragistor, evel ar genadoù Dimetrodon, Ichthyosaurus, Mosasaurus, Plesiosaurus ha Pterosaurus, petra bennak ma ne oa ket dinosaored anezho tamm ebet.
Termenadur a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar renkadur filogenetek e vez termenet an dinosaored evel strollad diskennidi an hendad nevesañ boutin da Driceratops ha d'an evned a-vremañ[3]. Lavaret eo bet ivez e c'hallfe strollad an dinosaored bezañ termenet evel diskennidi hendad nevesañ Megalosaurus hag Iguanodon, abalamour ma'z int daou eus an tri spesad a zo bet meneget gant Richard Owen p'en doa goveliet ar ger dinosaurus[4]. Gant an daou dermenadur avat en em gaver gant ar memes strollad loened anvet "dinosaored". Savet eo bet an termenadurioù-se a-benn klotañ gant meizadoù ar skiantourien kent implij ar filogenetik a-vremañ, kuit da zroukveskañ talvoudegezh ar ger "dinosaor".
Rummatadur an dinosaored a laka kemm etre daou glad bras hervez neuziadurezh lestr o c'horf : Ornithischia ("listri evned") ha Saurischia ("listri stlejviled") eo ar c'hladoù-se.
- Ornithischia a reer eus an holl c'heotdebrerien rannet e tri isurzhad gant ar baleontologourien :
- Ornithopoda a vod dinosaored daoudroadek peurliesañ, en o zouez an dinosaored o « figos houad » (pe Hadrosauridae),
- Marginocephalia, en o zouez an dinosaored gant gouzougennoù pe tokoù eskern war lein o fenn (Ceratopsia ha Pachycephalosauria),
- Thyreophora, a oa dinosaored pevarzroadek gant « harnezioù », pikoù ha plakennoù eskern war o c'hein hag o lost (Ankylosauria ha Stegosauria).
- Saurischia zo rannet e daou c'hlad disheñvel-mat :
- Theropoda, dinosaored daoudroadek a vez kigdebrerien peurliesañ hag an dinosaored pluñvek (an evned),
- Sauropodomorpha, dinosaored pevarzroadek peurliesañ ha bras-kenañ o ment, dezho gouzougoù hir, ur penn bihan hag ul lost hir.
Emglev zo etre hogos an holl baleontologourien da lâret e tiskenn an evned diouzh an dinosaored Theropoda. Hervez termenadur rik ar c'hladoù e ranker lakaat holl ziskennidi ur memes hendad boutin er memes strollad evit ma vefe savet ar strollad e-giz ma tere : dinosaored eo an evned ha n'eo ket aet an dinosaored da get eta. Renket e vez an evned gant ar pep brasañ eus ar baleontologourien er c'hlad Maniraptora, anezho Coelurosauria, da lâret eo Theropoda, a zo ivez Saurischia, dinosaored anezho[5].
Dinosaored eo al laboused eta, hervez termenadur ar c'hladoù ; er yezh pemdez avat ne vez ket anv eus al laboused pa gomzer eus "dinosaored". A-benn bezañ sklaeroc'h e vo implijet ar ger « dinosaor » er pennad-mañ evel heñvelster « dinosaor n'eo ket un evn ». Implijet e vo « dinosaor n'eo ket un evn » pa vo ezhomm pouezañ war ar fed-mañ.
Reizh eo en un doare teknikel evel-just lakaat an dinosaored da strollad disheñvel pa implijer renkadur Carl von Linné, ar reizhiad koshañ evit renkadur skiantel ar spesadoù, a zegemer taksonoù parafiletek na endalc'hont ket holl ziskennidi ur memes hendad.
Dinosaored ha ragistor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gaou eo lavaret ez eo an dinosaored loened ragistorel. Ar ger "ragistor" a dalvez da envel ar prantad a ya eus anadur Mab-Den d'ar c'hentañ skridoù. Hervez an termenadurioù resis a vez implijet e krog ar ragistor 5 milion a vloavezhioù zo. An dinosaored ha n'int ket laboused avat zo aet da get 65 milion a vloavezhioù zo. N'o deus ket bevet eta e-pad ar ragistor ha Hominideg ebet ne'n em gavas gant unan anezhe. Loened eus er Mezozoeg int, ha loened ragistorel n'int ket.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]• Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh ar c'harrekaennoù a zo bet kavet e c'haller lavaret e oa ur strollad loened bras eus an dinosaored daoust ma kemmas o ment keitat e-pad an Triaseg, ar Juraseg hag ar C'hretase[6]. Hervez ar paleontologour Bill Erickson (1928-1987) emañ keidenn o fouez etre 9 kg ha 5 tonenn. Ur studiadenn nevez diwar-benn 63 genad dinosaored he deus roet ur geidenn a 850 kg (ur pouez a c'haller keñveriañ ouzh hini un arzh louet) hag ur pouez etre eus tost div donenn, da lâret eo kement hag ur jirafenn. Da 863 g e sav pouez keitat ar bronneged, da lâret eo hini ur c'hrigner bras. Brasoc'h evit an div drederenn eus ar bronneged a-vremañ e oa an dinosaored bihanañ. Brasoc'h e oa ivez ar pep muiañ eus an dinosaored evit 98% eus ar bronneged a-vremañ[7].
An dinosaored brasañ ha bihanañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus nemet ul lodenn vihan eus al loened marv a ya da garrekaennoù, hag ul lodenn vihan hepken eus ar re a vez dizoloet zo klok. Eskern hepken a gaver peurliesañ. Ral-kenañ eo roudoù ar c'hroc'henoù pe ar gwiadennoù. Un arz diresis eo adsevel relegenn ur spesad dre geñveriañ ment ha morfologiezh an eskern gant re ur spesad all, ha gwall ziaes eo klask adsevel organoù ha kigennoù. Biken eta ne ouiimp en un doare asur petra e oa ment an dinosaored brasañ ha bihanañ.
E-touez an dinosaored, ar Sauropoda a oa loened bras-meurbet, ar re vrasañ a oa brasoc'h evit an holl loened o deus bevet war an Douar abaoe. Korred en o c'hichen e oa bronneged ragistorel evel Indricotherium pe ar mammout kolombian. N'eus ken un dornadig loened-mor hiziv zo dezhe tost ar memes ment pe unan vrasoc'h, evel ar balum glas a zo 180 tonenn a bouez ennañ hag a dizh 31 metr hirder d'ar muiañ.
Ar brasañ hag ar pounnerañ dinosaor anavet diwar relegoù klok pe dost eo Brachiosaurus brancai (anvet ivez Giraffatitan)[8]. Daouzek metr e oa e uhelder, 22,5 metr e hirder, ha pouezet en dije etre 30 ha 60 tonenn – un olifant afrikan, al loen brasañ a vev war an Douar hiziv, a bouez 7,7 tonenn well-wazh. An dinosaor hirañ en deus lezet ur garrekaenn glok eo Diplodocus a oa 27 metr e hirder ; emañ e Carnegie Museum of Natural History, Pittsburgh, Pennsylvania abaoe 1907.
Dinosaored brasoc'h a oa, met ne chom anezhe ken un nebeud karrekaennoù diglok peurliesañ. An darn vrasañ anezhe a oa geotdebrerien a zo bet kavet er bloavezhioù 1970 pe diwezhatoc'h, Argentinosaurus en o zouez, en dije tizhet etre 80 ha 100 tonenn. An hini uhelañ, Sauroposeidon, a oa 18 metr, en dije gallet tizhout ur prenestr er 6vet solier.
Un dinosaor brasoc'h c'hoazh, Amphicoelias fragillimus, anavet hepken dre un nebeud karrekaennoù melloù-kein dizoloet e 1878, a c'hallje bezañ tizhet 58 metr hirder ha 120 tonenn a bouez[9]. An hini pounnerañ a c'hallje bezañ bet Bruhathkayosaurus, anavezet fall ha danvez breutadennoù etre an arbennigourien anezhañ c'hoazh, a vije bet dezhañ etre 175 ha 220 tonenn. Peurliesañ e lavarer hiziv ne oa ket en tu all da 139 zonenn, evit 34 metr hirder da Vruhathkayosaurus matleyi.
Ar c'higdebrer brasañ e oa Spinosaurus, dezhañ etre 16 ha 18 metr ha 9 zonenn[10]. Kigdebrerien bras all e oa Giganotosaurus, Mapusaurus, Tyrannosaurus rex ha Carcharodontosaurus.
Pa ne gemerer ket e kont an evned a-vremañ evel an evned-kelien, an dinosaored bihanañ e oa dezhe ment ur vran pe ur penn-yar. An Theropoda Microraptor ha Parvicursor a oa nebeutoc'h evit 60 cm hirder dezhe.
• Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e vez ar preder war emzalc'h an dinosaored war ar c'harrekaennoù kavet, metoù al loened, adsavadennoù dre urzhiataer eus o bevmekanikerezh, ha keñveriadennoù gant al loened a-vremañ a vev er memes log ekologel. Diwar kalz martezeadennoù ez eo diazezet ar pezh a soñjomp diwar-benn emzalc'h an dinosaored eta, ha breud a vo diwar-benn lod anezhe e-pad pell c'hoazh moarvat. Emglev zo etre ar skiantourien avat da soñjal e kaver emzalc'hioù boas e-touez ar c'hrokodiled hag al laboused a c'haller adkavout ivez e-touesk an dinosaored.
Bagadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1878 e voe kavet e Bernissart, Belgia, ar c'hentañ prouenn eus bagadoù dinosaored. Eno e voe kavet 31 Iguanodon a oa ar stumm warne da vezañ marvet goude bezañ kouezhet en un toull don hag int beuzet en dour[11]. Petra bennak ma voe dizoloet da c'houde e teue an dilerc'hioù-se diwar tri darvoud disheñvel[12], e voe kavet lec'hioù all ma oa marvet dinosaored a-vagadoù.
Ar roudoù karrekaet niverus a laka da soñjal e oa paot-kenañ ar bagadoù hag ar strolladoù e kalz spesadoù. Roudoù kantadoù pe miliadoù a c'heotdebrerien a ziskouez e c'halle an Hadrosauridae bale a-vagadoù bras, evel ar bizoned pe ar springboked hiziv. Roudoù Sauropoda o deus diskouezet e veaje al loened a-vagadoù a vode meur a spesad a-wezhioù[13], ha re all a zalc'he o re vihan e kreiz ar bagad d'o gwareziñ, diouzh ar roudoù dizoloet e Davenport Ranch, Texas.
Neizhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe dizolet e 1978 un neizh Maiasaura ("dinosaor mamm vat") gant ar paleontologour Jack Horner (*1946) e Montana e voe diskouezet e talc'he loened an isurzhiad Ornithopoda d'ober war-dro o re vihan goude ma oa digloret ar vioù[14]. Prouennoù zo ivez en em zalc'he heñvel dinosaored all eus ar C'hretase, evel Saltasaurus, bet dizoloet e 1997 e Patagonia, hag en em vode al loened-se a-viliadoù er memes lec'h da neizhañ, evel ar Manked impalaerel.
Oviraptor Mongolia a voe dizoloet e 1993 gant ur relegenn o tozviñ evel ur yar, ar pezh a dalvez e oa warnañ ur gwiskad pluñv a domme ar vioù[15]. Roudoù karrekaet o deus kadarnaet an emzalc'h a vamm e-touez ar Sauropoda hag an Ornithopoda eus Enez Sgitheanach[16]. Kavet ez eus bet vioù ha neizhioù eus ar pep brasañ eus ar strolladoù dinaosored, gwirheñvel eo e kehente an dinosaored gant o re vihan en un doare heñvel ouzh hini an evned hag ar c'hrokodiled a-vremañ.
Lod eus an dinosaored a save o neizhioù e-kichen mammennoù havel, ar pezh a roe an tu da gaout ur wrez azas hag ingal evit ar vioù[17].
Paradur ha kehentezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Re vresk evit an emgannoù e oa krib lod eus an dinosaored, evel re ar c'hlad Marginocephalia, re isurzhiad Theropoda ar c'hlad Eusaurischia, ha re ar genad Hadrosaurus ; moarvat e talveze o c'hrib da sachañ ar parezed pe da spontañ an enebourien, daoust m'hon eus nebeut a elfennoù diwar-benn emzalc'h tachennoù ha paradur an dinosaored.
N'ouzer ket kennebeut penaos e kehente an dinosaored etrezo, met kavadennoù nevez a laka da soñjal e laboure marteze krib kleuz ar spesadoù Lambeosaurinae evel ur c'hef-dasson implijet evit leuskel kriadennoù a bep seurt.
Chase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus ar c'harrekaennoù pouezusañ a voe kavet e gouelec'h Gobi e 1971. Bez' e oa ur Velociraptor hag a dage ur Protoceratops. Dizoloadenn an daou loen krog-ha-krog a brou kalz martezeadennoù[18] Diskouez a ra e tage hag e tebre an dinosaored an eil re ar re all, petra bennak ma ne oa ket ur souezhadenn evit ar pezh a sell ouzh an Theropoda[19]. Kadarnaet eo bet gant roudoù dent war ur garrekaenn Majungatholus e Madagaskar e 2003[20].
Kerzhed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an dizoladennoù graet hiziv an deiz ne vije bet spesad dinosaor turier ebet, ha nebeut a zinosaored kraper. Evel ma'z eus bet kavet ur bern roudoù spesadoù bronneged a durie hag a grape er C'henozoeg, an diouer a brouennoù diwar-benn spesadoù dinosaored heñvel zo un tamm souezhus.
Un doare mat da gompren emzalc'h ar spesadoù dinosaored eo deskiñ penaos e tilec'hient. Ar bevmekanikerezh peurgetket en deus pourchaset kalz elfennoù evel, da skouer, gouzout pegen buan e rede an dinosaored diwar studi labour ar c'higennoù ha levezon ar c'herc'hellder war framm o relegoù[21],[22], gouzout hag eñ e ranke an Theropoda ramz mont goustatoc'h pa vezent o redek war-lerc'h o freizh kuit da vezañ gloazet[23], ha gouzout hag-eñ e oa gouest ar sauropoda da chom war-neuñv[24].
Kelc'hiad buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek-henn e lavare ar skiantourien e oa an dinosaored loened a veve diouzh an deiz, e-skoaz ar bronneged kentañ a oa loened bihan a rene o buhez er beuznoz pe diouzh an noz kuit da vezañ taget[25].
E 2011 e voe renet ur studiadenn baleontologek diwar-benn framm lagad an dinosaored : muzuliet e voe hirder poulloù-lagad ha treuzkiz lagadenn sklera 33 spesad Archosauria, keñveriet gant re 164 spesad a hiziv, en o zouez stlejviled, evned ha bronneged. Diskouezet e voe e veve an dinosaored kigdebrer hanter diouzh an noz, an dinosaored a nije ha Pterosauria diouzh an deiz dreist-holl, hag e veve an dinosaored geotdebrer koulz an noz hag an deiz.<0ref>(en) Lars Schmitz & Ryosuke Motani, Nocturnality in Dinosaurs Inferred from Scleral Ring and Orbit Morphology, Science, 14 EBR 2011</ref>
Metabolegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-zivout kennevid an dinosaored, ur studiadenn c'hall diwar-benn aozadur izotopek an oksigen e dent hag eskern 80 dinosaor eus ar C'hretase (Theropoda, Sauropoda, Ornithopoda ha Ceratopsia[26]) hag a zeue eus Norzhamerika, Afrika, Europa hag Azia he deus diskouezet e rankent kaout korfoù emwrezat. Feur an 18O e-keñver hini an 16O — a zo diouzh gwrezverk diabarzh al loened bev — a oa heñvel ouzh hini ar bronneged hag an evned, a zo emwrezat, ha disheñvel a-grenn diouzh hini ar stlejviled a-vremañ, loened gwreztaolus anezhe, diouzh hini Chelonii ha hini Crocodilia karrekaet eus ar C'hretase.
Bezañs frammoù Havers, anezho mikrokanolioù gronnet gant ur gwiskad eskern kengreiz e-barzh ar relegoù, en eskern karrekaet a vefe un elfenn ouzhpenn a lakafe da soñjal o doa korfoù emwrezat[27].
Ur skipailh eus Florida en deus jedet e oa kenfeur ar gwrezverk ouzh an tolzennad hag ouzh ar feur kreskiñ, eus 25 °C evit an dinosaored bihan betek 41 °C evit ar re vrasañ[28]. Implijet o deus ur patrom niverel da jediñ gwrezverk ar c'horf diouzh ar ment hag ar feur kreskiñ, evit 8 spesad, eus Psittacosaurus mongoliensis, 12 kg ennañ, betek Apatosaurus excelsus, 2 6000 kg ennañ. Hervez ar skipailh e tizhe gwrezverk diabarzh Sauroposeidon proteles, ar pounnerañ eus an dinosaored anavet (60 tonenn), betek 48 °C moarvat. Prouiñ a rafe ar patrom-se e vefe tommaet an dinosaored bras dre « emwrezadezh anniñvel ».
Rummatadur an dinosaored
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket keit-se e renked Ichthyosauria, Pliosaurus, Plesiosauria (3 strollad stlejviled dour) ha Pterosauraia (stleviled-nij) e strollad an dinosaored ; hiziv e vez sellet oute evel lignezioù disheñvel diouzh an dinosaored.
Ur strollad loened liesseurt e oa an dinosaored. Hervez ur studiadenn eus 2006 e oa bet deskrivet 527 genad asur disheñvel, hag ouzhpenn 1 844 genad a chom c'hoazh da renkañ[29],[30].
Taolenn hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar Kod Etrebroadel Rummatadur al Loened[31]Patrom:'[32] e c'haller anavout etre 630 ha 650 genad dinosaored, gant meur a viliadoù spesadoù ; deskrivet e vez war-dro tregont spesad nevez bep bloaz. Un tamm muioc'h evit an hanter eus ar spesadoù n'int anavezet ken gant ur standilhon, diglok peurliesañ, ha nebeutoc'h evit 20% eus ar spesadoù zo anavezet gant muioc'h evit 5 standilhon.
An daolenn hollek da-heul a ro liammoù etre ar strolladoù dinosaored pennañ. Kavout a reor un nebeud genadoù da reiñ un alberz eus an urzhiadoù hag eus ar c'herentiadoù meneget.
Istor naturel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin an dinosaored
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwanet eo an dinosaored e-barzh usurzhad ar stlejviled Archosauria, ur strollad stlejviled bihan diapsidek a veve e diwezh ar Permian ha dreist-holl e deroù an Triaseg.
E diwezh ar Permian, war-dro -250 milion a vloavezhioù zo, e voe un enkadenn drumm hag a gasas war-dro 90% eus spesadoù ar mare da get, ar pezh a roas o zu d'ar spesadoù loened ha plant a chome da vleuniañ ha da emdreiñ da c'hounit tachennoù nevez, an amnioted peurgetket. E-touez ar re-se edo hendadoù an dinosaored, ar stlejviled hag ar bronneged a wezhall hag a vremañ.
Ar stlejviled bihan diapsidek, da lâret eo dezho daou goublad prenestradenn en o c'hlopenn, a-drek poulloù o daoulagad, o deus eskern rakdentel e lodenn a-raok o c'harvanoù hag, evel holl stlejviled ar mare-se, izili a-dreuzkiz pe hanter-savet. Anvet int Thecodontia abalamour d'ar c'hentañ perzh-se. Aloubiñ a rejont an holl veteier, ha rannet e vezont e tri c'herentiad bras :
- Pterosauria, pe stlejviled-nij ;
- Crocodila, a zo chomet bev betek bremañ ;
- Dinosauria, an dinosaored eta, a oa gouest da vale war an douar, o devoa pavioù savet war ur blaenenn kenstur gant plaenenn a-saezh o c'horf. Diwezh un emdroadur prim par da hini an evned hag ar bronneged eo o emstummoù. Gallout a reer gwelet an diforc'hioù etre ar strolladoù-se pa zielfenner framm o lestr, ennañ tri askorn par : askorn ar glun, an askorn kaezour hag an askorn koazez. Ar paleontologour Harry Govier Seeley en deus merzet kerkent ha 1887[33],[34] ar c'hemm bras a c'haller lakaat etre :
- Saurischia, ger-ha-ger "eskern koazez stlejviled dezho", rak triskinek eo o eskern koazez ;
- Ornithischia, "eskern koazez evned dezho", rak bez'z ez eus korfadurioù m'emañ an askorn kaezour kenstur gant an askorn koazez war-du an traoñ ha war-du an adreñv ; skañvik e chom ar geñveriadenn-se evelato.
Kentañ dinosaored
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kigdebrerien eo an dinosaored koshañ a anavezer, etre 225 ha 230 milion a vloavezhioù dezho : Eoraptor ha Herrerasaurus. Arbennikaet eo an daou dija, rak Saurischia int, ur strollad a zo diwanet goude ma savas kemm etre an dinosaored Ornithischia ha Saurischia. Homodontek evel ar stlejviled all eo an holl zinosaored.
Herrerasaurus zo ezel eus an urzhiad Saurischiea, met ivez eus an isurzhiad Theropoda[35].
Anavout a reer roudoù pavioù karrekaet koshoc'h, ha lezet gant dinosaored moarvat. Lezet e oa bet ar re goshañ war-dro 248 milion a vloazioù zo gant « stlejviled bihan pevarzroadek, a vent gant ur c'hazh, a lezas o louc'hoù er pri e-tro 250 milion vloaz zo [...]. Dizoloet e oa ar pazioù-se e mervent Polonia, er menezioù Kroaz-santel. [...] Lezet e oa bet al louc'hoù [...] gant stlejviled eus ar genad Prorotodactylus, loened pevarzroadek dezho pemp biz, ha sanket donoc'h eo louc'h an tri biz kreiz el leur. Tost an eil re diouzh ar re all, ar roudoù-se zo disheñvel diouzh re stlejviled all eus strollad ar c'hrokodiled hag ar stlejviled ».[36]Patrom:'[37]
« 246 milion a vloavezhioù eo oad roudoù all bet kavet gant [...] skipailh Grzegorz Niedzwiedzki eus Skol-Veur Warszawa. Brasoc'h int, war-dro 15 kantimetr, ha lezet e vijent bet gant dinosaored eus ar genad Sphingopus daoudroadek[36] ». Ar roudoù-se a laka moarvat ar c'hentañ spesad dinosaored hep kemm etre Ornithischia ha Saurischiea da vevañ un nebeud milionoù a vloavezhioù abretoc'h, da lâret eo adalek diwezh ar Permian.
Steuzidigezh an Triaseg-Juraseg en deus roet an tu d'ar spesadoù nevez-se da baotañ ha da gemer al logoù ekologel dieub.
Enkadenn an Triaseg-Juraseg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steuzidigezh an dinosaored, war-dro 65 milion a vloavezhioù zo, he deus lakaet an dud da sevel meur a vartezeadenn d'he displegañ abaoe ar bloavezhioù 1970, lod anezhe droch-pitilh evel distruj an dinosaored gant arallvediz, lod gwirheñveloc'h hag a c'haller gwiriañ en un doare skiantel. Ret eo derc'hel soñj avat ez eo « steuzidigezh an dinosaored » un doare da gaozeal ha netra ken : n'eo ket aet an dinosaored da get penn-da-benn peogwir e chom evned c'hoazh hiziv an deiz.
Daoust da se ez eus bet un enkadenn veur e diwezh ar C'hretase, 65 milion a vloavezhioù zo. Honnezh avat he deus bet un efed bihanoc'h war ar vevliesseurted dre vras evit enkadenn veur ar Permian-ha-Triaseg pe zoken hini an Ordovisian) ; diouennet he deus loened ha plant mor dreist-holl, evel ar skourrad Foraminifera, pe an isurzhiad Ammonoidea, ha pas kement a organegoù hag a veve war an douar. Kalz izeloc'h eo feur ar spesadoù douar-se a ya da get evit hini ar spesadoù-mor. Abalamour da donkad an dinosaored avat ez eo deuet an enkadenn-se da vezañ brudet.
Setu amañ abegoù gwirheñvelañ an enkadenn K-T.
- Un asteroidenn pe ur steredenn-lostek dezhi un dek kilometr bennak treuzkiz a vije kouezhet war an Douar, ar pezh a vije bet heuliet gant ur gwallreuz bras. Gant an douarour stadunanat Walter Alvarez hag e dad, ar fizikour Luis Alvarez, e voe embannet an damkaniezh-se e 1980. Lavaret a rejont e oa bet ur c'hresk trumm e live an iridiom dre ar bed e gouelezennoù eus mare ar steuzidigezh, hag e oa ur brouenn eus ar stokadenn[38]. Stoket e vije bet an Douar gant ur c'horf dezhañ war-dro 5 pe 15 kilometr led e-kichen ledenez Yucatán, hag en dije krouet krater Chicxulub, dezhañ 180 km treuzkiz. Ouzhpenn an distrujoù graet gant ar stokadenn hag ar pezh a c'hoarvezas (tsunamioù ha kement zo) e vije bet taolet an Douar a-bezh en deñvalijenn hag er yenien e-pad meur a vloaz abalamour d'an drailhoù strinket en aergelc'h gant ar stokadenn, o viret ouzh bannoù an Heol da dremen. An deñvalijenn en dije miret ivez ouzh al luc'hgevaoz. Heuliet e vije bet gant marv ur bern plant, hini ar plankton pergen, ha goude-se hini ur bern spesadoù n'o doa ket boued ken.
- Ar vartezeadenn-se, harpet gant kalz arguzennoù hiziv, a ro tro da zisplegañ, un tamm, ar c'hemmoù er feurioù steuzidigezh disheñvel hervez an taksonoù. Ouzhpenn, a-drugarez da gavadenn "kenosferennoù" – a zo pellennoù mikroskopek a sav pa losk ar glaou hag an eoul-maen krai - e gouelezennoù an enkadenn K-T e miz Ebrel 1980, ar skiantourien e soñj dezhe e c'hallje bezañ kouezhet ar maen-kurun e-kreiz ur gwelead eoul-maen, hag kaset en dije en aergelc'h kementadoù bras a eoul-douar entanet. Un abeg ouzhpenn e vefe evit steuzidigezh trumm ur bern spesadoù[39].
- Petra bennak ma n'haller ket divinout tizh steuzidigezh an dinosaored a-drugarez d'ar c'harrekaennoù hepken, ar patromoù zo bet savet a laka da soñjal e c'hoarvezas buan-kenañ, en ur prantad amzer kontet en eurvezhioù kentoc'h evit e bloavezhioù[40].
E miz Gwengolo 2007, ur skipailh klaskerien amerikan renet gant William Bottke eus ar Southwest Research Institute e Boulder, Colorado, ha skiantourien dchek a implijas drevezadennoù dre urzhiataer da c'houzout eus pelec'h e teue an asteroidenn he doa krouet krater Chicxulub. Jedet o deus gant 90% gwirheñvelder e oa bet darc'haouet war-dro 160 milion a vloavezhioù zo un asteroidenn ramzel anvet (298) Baptistina, dezhi tro 170 km treuzkiz, e kelc'htro e gourizad asteroidennoù a zo etre Meurzh ha Yaou, gant un asteroidenn vihanoc'h ha dizanv dezhi 55 km treuzkiz. Drailhet e voe (298) Baptistina gant ar stokadenn, ha krouet e voe ur strollad asteroidennoù anvet « tiegezh Baptistina ». Hervez ar jedadennoù, lod eus an drailhennoù a oa kaset e kelc'htroioù a dreuze hent an Douar. Unan anezhe e oa ar maen-kurun 10 km led a skoas ledenez Yucatán 66 milion a vloavezhioù zo[41]
- Un displegadenn damheñvel met a sav dael diwarni a lavar e vije kouezhet ur bern stered-lostek abalamour d'ar steredenn Nemesis o treuziñ koumoulennad Oort. Unan pe vuioc'h eus ar stered-lostek-se he dije skoet ouzh an Douar d'ar memes mare tamm-pe-damm. Evel e kalz stokadenn un asteroidenn hepken e vije bet heuliet gant gwrezverkoù o tiskenn trumm hag o tegas ur prantad yen[42].
- Koulskoude, ar studiadennoù renet diwar-benn ar c'hrater a ro da soñjal e vefe bet kleuzet 300 000 vloaz a-raok ma c'hoarvezfe an enkadenn veur. Kement-se ne dalvez ket ne c'hoarias ket an asteroidenn ur roll e diwezh an dinosaored, met dont a ra da vezañ ul lodenn eus un damkaniezh, enni meur a elfenn hag a ra ivez al liamm gant ar c'hemmoù en hin. Ar stokadenn-se a chom neoazh an devouder nemetañ a gement a zo gouest da zisplegañ ez eas kement a spesadoù da get ken buan e-pad an enkadenn-se.
- Dislonkadennoù ur gourtanvenez e diwezh ar C'hretase, abalamour d'un poent tomm, hiziv dindan Enez ar Reünion. Krouiñ a rejont trappoù an Dekkan en India e-pad ur prantad berr a-walc'h diouzh skeuliad an amzerioù douarouriezhel (ur milion a vloavezhioù d'an nebeutañ), ha degas ur gwallreustl er bed a-bezh dre gemmañ an hin ha dre digreskiñ al luc'hgevaoz abalamour d'ar c'houmoul ludu ha d'ar brumennoù sulfurek a oa taolet. Ken solut eo an damkaniezh-se hag an hini a-raok. Harpet eo gant oad trappoù an Dekkan (–65 million a vloavezhioù), o ec'honad a 500 000 km², ha gant disoc'hoù diwar-benn digresk ar gouloù war gorre an Douar e-pad dislonkadenn ar menez-tan Pinatubo e miz Ebrel 1991 er Filipinez. Darn eus an damkaniezh-se a glot gant an hini a zo diwar-benn efedoù stokadenn ar mein-gurun war an hin.
- Digreskoù bras-kenañ eus live ar morioù e fin ar C'hretase a gemmas stumm ha ment an aodoù hag ar morioù en ur lakaat an hin da gemmañ kalz. Gouzout a reer en un doare asur e tigreskas kalz ar morioù da vare ar C'hretase uhelañ.
Diazezet eo an teir damkaniezh-se war fedoù solut hag enkadenn veur ar C'hretase a c'hallfe bezañ c'hoarvezet goude degouezh an tri darvoud-se d'ar memes mare.
An dinosaored er bed a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1861 e voe kavet e Bavaria ar garrekaenn evn gentañ, an arkeopteriks, ur spesad eus ar Juraseg uhelañ. Dre ma oa heñvel-kenañ ouzh an dinosaored bihan daoudroadek, evel Compsognathus, ec'h anadas diouzhtu an damkaniezh e tiskenne al laboused eus ur strollad dinosaored e-touez ar c'hlad Cœlurosauria.
E-pad ur c'hantved e voe ur rendael diwar-benn an damkaniezh-se, a voe distaolet gant lod klaskerien. Ibilioù-skoaz zo d'an evned, emezo, padal n'eus ket da Cœlurosauria. Re a bouez a voe roet da ezvezañs an ibiloù-skoaz, koulskoude, pa n'eus reoù ebet d'ar bronneged kigdebrerien, n'int stlejviled evit kement-se.
Abaoe ar bloavezhioù 1970 ez eus bet kavet Cœlurosauria gant ibiloù-skoaz, ha zoken e strolladoù na oant ket emdroet ken : trec'h war ar re all e voe damkaniezh an dinosaored hendadoù d'an evned.
Er bloavezhioù 1990 e voe kavet kalz karrekaennoù dinosaored pluñvek e Sina, e bro Liaoning ; kreñvaet o deus an damkaniezh-se. A-wezhioù ez int evned kentidik, hag a-wezhioù dinosaored pluñvek pe kentpluñvek ha na oant ket evned.
Abalamour d'an dizoloadennoù-se e soñjer e tiorroas perzh nevez ar pluñv en unan pe e meur a spesad Cœlurosauria, en hendad ar C'hœlurosauria e-unan zoken, hep implijout anezhañ da nijal war a seblant, hag engehentet en deus spesadoù niverus a-walc'h a zinosaored pluñvek. Diwar unan eus ar spesadoù dinosaored pluñvek-se e vije diwanet hendad an holl laboused, meur a vilion a vloavezhioù diwezhatoc'h.
Petra bennak ma'z eo degemeret an damkaniezh-se gant ar pep brasañ eus ar skiantourien ez eus un nebeud klaskerien a sav a-enep c'hoazh.
Stlejviled a veve da vare an dinosaored
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz stlejviled a veve d'ar memes mare hag an dinosaored, ha kemmesket int bet gante er sinema hag el lennegezh, daoust ma n'int renket evel-se gant ar skiantourien : Pterosauria ("stlejviled-nij", en o zouez Pteranodon ha Pterodactylus), Plesiosauria, Pliosauridae, Mosasauridae hag Ichthyosauria (stlejviled mor) eo ar re vrudetañ.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Guillaume Lecointre & Hervé Le Guyader, Classification phylogénétique du vivant, skeudennaouet gant Dominique Visset, levrenn 1, Belin, Pariz, 2006 (ISBN 978-2-7011-4273-9)
- ↑ (en) [www.tolweb.org Tree of Life]
- ↑ (en) Randall B.Irmis, A reappraisal of the phylogeny of early dinosaurs
- ↑ (en) George Olshevsky (2000), An annotated checklist of dinosaur species by continent, skeudennaouet gant Tracy Lee Ford, Mesozoic Meanderings #3
- ↑ (en) Padian, K. (2004), Basal Avialae, en : David B. Weishampel, The Dinosauria (eil embannadur), University of California Press, 2004 (ISBN 978-0-520-24209-8)
- ↑ (en) Dinosaur size varied in different periods.
- ↑ (en) William Carnell Erickson (2001) : On the Origin of Dinosaurs and Mammals
- ↑ (en) Edwin H. Colbert, Men and Dinosaurs: The Search in Field and Laboratory, Penguin Books, 1971 (ISBN 978-0-14-021288-4)
- ↑ (en) Carpenter, K. (2006). Biggest of the bog: a critical re-evaluation of the mega-sauropod Amphicoelias fragillimus,en : J. R. Foster & S. G. Lucas, Paleontology and Geology of the Upper Jurassic Morrison Formation, New Mexico Museum of Natural History and Science Bulletin, 36/131–138.
- ↑ (en) C. dal Sasso & S. Maganuco & E. Buffetaut & M. A. Mendez (2006), New information on the skull of the enigmatic theropod Spinosaurus, with remarks on its sizes and affinities, Journal of Vertebrate Paleontology, 25(4)/888–896.
- ↑ (en) Johan Yans, Jean Dejax, Denise Pons, Christian Dupuis, Philippe Taquet : Palaeontological and geodynamical implications of the palynological dating of the wealden facies sediments of Bernissart (Mons Basin, Belgium). C. R. Palevol 4 (2005) 135–150.
- ↑ (en) Deposition of Iguanodon skeletons occurred in at least 3 different events. Bernissart Iguanodons and their significance 04 GOU 2001.
- ↑ (en) J. J. Day & P. Upchurch (2002), Sauropod Trackways, Evolution, and Behavior, Science 296:1659. National Geographic
- ↑ (en) J. R. Horner & R. Makela (1979) : Nest of Juveniles Provides Evidence of Family-Structure Among Dinosaurs, Nature 282 (5736): 296–298
- ↑ (en) Digging Around for a Social Life
- ↑ (en) Dinosaur family footprints found
- ↑ (en) Gerald Grellet-Tinner & Lucas E. Fiorelli : A new Argentinean nesting site showing neosauropod dinosaur reproduction in a Cretaceous hydrothermal environment, Nature Communications Vol.1, Art. 32 ; DOI:doi:10.1038/ncomms1031 ; 29 MEZ 2010
- ↑ (en) Joined forever in death
- ↑ (en) Cannibalistic Dinosaur : The Mystery of a Dinosaur Cannibal
- ↑ (en) R. R. Rogers, D. W. Krause & K. C. Rogers (2003) : Cannibalism in the Madagascan dinosaur Majungatholus atopus OLPA Dinosaur Cannibal Unearthed in Madagascar Nature 422:515-518.
- ↑ (en) Gait and Dinosaur speed – Formulennoù da jediñ tizh an dinosaored
- ↑ (en) Calculate your own Dinosaur speed – Formulennoù all
- ↑ (en) J. Hecht (1998) : The deadly dinos that took a dive, New Scientist 2130. BBC Dino-sore
- ↑ D. M. Henderson (2003) : Effects of stomach stones on the buoyancy and equilibrium of a floating crocodilian: A computational analysis The “Inflatable” Dinosaurs of the Mesozoic, Canadian Journal of Zoology 81:1346–1357
- ↑ (fr) Certains dinosaures vivaient surtout la nuit
- ↑ (fr) Des dinosaures à sang chaud au Crétacé ?
- ↑ (fr) R. Amiot, Les dinosaures avaient le sang chaud, Pour la science, Here 2006, pp. 70-74.
- ↑ (en) James F. Gillooly, Andrew P. Allen & Eric L. Charnov (2006) : Dinosaur Fossils Predict Body Temperatures
- ↑ (en) Henry Fountain, Many more dinosaurs still to be found
- ↑ (en) S. C. Wang & P. Dodson, P. (2006) : NCBI Estimating the Diversity of Dinosaurs
- ↑ (en) ICZN
- ↑ (fr) CINZ
- ↑ (en) H. G. Seeley, On the Classification of the Fossil Animals Commonly Named Dinosauria, Proceedings of the Royal Society of London Vol.43, 1887-1888, pp. 165-171 JSTOR
- ↑ (fr) Ronan Allain & Émilie Läng, Origine et évolution des saurischiens
- ↑ (en) P. C. Sereno, F. E. Novas, A. B. Arcucci & C. Yu (1988) : New Evidence on Dinosaur and Mammal Origins from the Ischigualasto Formation (Upper Triassic, Argentina), Journal of Vertebrate Paleontology Levr. 8, niv. 3.
- ↑ 36,0 ha36,1 (fr) Sciences et Avenir, 07 HER 10.
- ↑ (en) Stephen L. Brusatte, Grzegorz Niedźwiedzki & Richard J. Butler (06 HER 10) : Footprints pull origin and diversification of dinosaur stem lineage deep into Early Triassic.
- ↑ (en) A Science Odyssey
- ↑ (fr) Science & Anvenir, 30 EBR 2008
- ↑ (en) D. S. Robertson, Survival in the first hours of the Cenozoic, Geological Society of America Bulletin, 30 GWE 2003, levrenn 116, niv. 5/6, pp. 760–768]].
- ↑ (fr) Le Monde, 07 C'HWE 13.
- ↑ (en) Adriana Ocampo, Vivi Vajda & Eric Buffetaut, Unravelling the Cretaceous-Paleogene (KT) Turnover, Evidence from Flora, Fauna and Geology, in BiologicalProcesses Associated with Impact Events, Springer, 2006 (ISBN 978-3-540-25735-6)