Fant Rozeg
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Fant Rozec |
Anv-bihan | Françoise |
Anv-familh | Rozec |
Deiziad ganedigezh | 12 Du 1911 |
Lec'h ganedigezh | Sant-Mark |
Deiziad ar marv | 17 Eos 2001 |
Lec'h ar marv | Plegastell |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg, iwerzhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg |
Micher | barzh, romanter, dramaour, skrivagner |
Bet war ar studi e | skol-veur Pariz |
Ur skrivagnerez vrezhonek tost-tre ouzh an Emsav e-pad buhez ar gelaouenn Gwalarn eo bet Fant Rozeg (Francine Renée Rosec) he deus graet gant an anv-pluenn Meaven (Meavenn goude 1945), da lavaret eo "me a venn" ha Catherine Beauchamp evit he skridoù e galleg. Ganet eo bet d'an 12 a viz Du e 1911 e Sant-Mark, ur gêr enteuziet e kêr Vrest hiziv, ha marvet eo bet e Plegastell d'ar 17 a viz Eost 2001.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet desavet e brezhoneg, met pa venne intent ar pezh a lavare he zud etrezo e teskas ar yezh pa oa 12 vloaz gant harp un amezeg. Mont a reas da Bariz da labourat er Post. Eno e teskas iwerzhoneg er Sorbonne ken e tivizas mont da Vro-Iwerzhon e 1931 evit peurzeskiñ ar yezh. Bloaz goude e tapas un tamm brud gant afer an darzhadenn e Roazhon ha ken gwir e oa mignonez da Célestin Lainé ha da Wilherm Vertou, an holl anezho izili eus ar gevredigezh kuzh Gwenn ha Du.
Brud bras e tapas goude ma voe lakaet da darzhañ monumant unanidigezh Breizh e Roazhon e 1932, pa seblante bezañ liammet gant ar strollad kuzh "Gwenn ha Du" ha bezañ tost d'ar gomunourien, e tapas al lesanv a "Werc'hez Ruz" er c'hazetennoù gallek. Bloaz war-lerc'h e voe lakaet da renerez-embann ar gelaouenn ar Falz, kevarzhe Yann Sohier a vode mistri-skol tost ouzh ar brezhoneg koulz hag an tu-kleiz. E 1932, pa embanne an "Humanité", pemdezieg ar Strollad Komunour Gall, e oa abegoù sirius d'ar gwalldaolioù, e oa luziet un tamm ar prederiadennoù war an Emsav.
Klask a reas tennañ arc'hant eus labourioù saoznek a-raok dimeziñ gant Loeiz Andouard, kabiten-kenwerzh, un iwerzhoneger anezhañ ivez. Desevel a rejod o zri bugel a-raok ma tivizas kuitaat he fried e 1944.
Kenlabourat a reas ingal gant Roparz Hemon evit abadennoù brezhoneg Radio Roazhon. Da vare ar brezel e kemeras da gompagnun Yann-Vari Chanteau, unan eus pennoù ar Bezen Perrot. Pa c'hoarvezas an Dieubidigezh e tec'hjont e bourzh sammgirri an Alamaned, met mont a reont da goachañ da Bariz. Alese e teujont a-benn da dizhout Bro-Iwerzhon. Beajet he dije Meavenn e kont un aozadur dengar a-raok mont da Bariz en-dro hag ober hec'h annez Boulouard Richard-Lenoir goude ma voe addimezet gant Yann-Vari Chanteau. Diwezhatoc'h ez eas da chom da Sant-Maloù.
Oberenn lennegel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket fonnus hec'h oberenn, met a-bouez-bras eo sur. Ar vaouez nemeti e strollad ar skrivagnerien bodet dindan anv Skol Walarn eo bet. Savet he deus un oberenn dezrevell faltazi nemetken, met ken don ha savet mat e oa m'eo bet lakaet da film gant Yves Allégret : Ar follez yaouank (titl ar film : La jeune folle").
N'he deus ket kendalc'het gant ar skrid-faltazi pa gave gwelloc'h dezhi sevel barzhonegoù he buhez-pad. Kas a reas meur a destenn da vezañ embannet e-barzh Gwalarn. Un harp bras a roas da Roparz Hemon evit boueta an abadennoù brezhonek ha skrivañ pe azasaat a reas un nebeud pezhioù-c'hoari savet evit ar skingomz pa oa Roparz Hemon sekretour Radio-Roazhon-Breizh etre 1941 ha 1944. Meur a bennad sinaet FRA a weler er gelaouenn vrezhoneg Arvor ivez.
Skrivet he deus pezhioù lennegezh berr hepken, danevelloù ha barzhonegoù gant un nebeud pozioù a-wechoù. Ne rae ket gant klotennoù, met plijout a rae dezhi ober gant ar c'hensoniezh diabarzh.
Unan eus he barnerien, Youenn Olier a gave dezhañ eo ingal hec'h awen pa'z eus pezhioù don ha reoù all difrom.
Sinet he deus hec'h oberennoù gant meur a anv-pluenn pe a ziverradurioù anv : F. R. M. (Fant Rozeg Meaven(n)), Meaven ha Meavenn, F. R. A. (Fant Rozeg-Andouard).
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Follez Yaouank. In Gwalarn n° 140, 1941. Un danevell hir (pe ur romant berr). Adembannet e stumm ul levr gant Hor Yezh hag Al Liamm e 1973. Adembannet a-nevez e 2016 gant Mouladurioù Hor Yezh.
- La jeune folle, nouvelle, Catherine Beauchamp, in Les œuvres libres, CLXXXVII, Fayard, Paris, 1937[1].
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Gelted kozh. Brest : Skridou Breiz, 1943.
- Iwerzhon dishual. In : Gwalarn, 1932
- Meur a destenn (barzhonegoù hag all) e-barzh Gwalarn, Galv, Arvor, Al Liamm, Ar Vro
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Cadiou, Dictionnaire critique, historique et biographique : le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, 2013, 439 p. ISBN=978-2-84346-587-1. Pennad : Meavenn, Fant.
- Sébastien Carney, Breiz Atao ! : Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948), Presses universitaires de Rennes, Rennes, 2015, 608 p. ISBN=978-2-7535-4289-1
- Kermoal, Pierrette. Liorzh al lennegezh. Aber, 2006. Div studiadenn diwar-benn "Ar follez yaouank".
- Renault, Annaig. Skritur ar maouezed abaoe mare Gwalarn. Labour mestroniezh. Skol-Veur Breizh-Uhel, 1991.
- Louarn, Tangi. Meavenn. In : Preder (kelaouenn), Kaier 88-90, Here-Du-Kerzu 1966. p. 79-87
- ↑ Notice bibliographique, BNF.