Kilhog
Neuz
(Adkaset eus Kog)
Ar c'hilhog (kilheien), pe ar c'hog (kigi), eo par ar yar. Ur c'habon a vez graet eus ur c'hilhog spazhet.
Degaset e voe ar c'hilhog doñv (hag ar paun) en Europa dre Azia Vihanañ tro-dro ar VIIvet - VIvet kantved kent JK. Dont a reas da vezañ ul loen doñv da vat adalek an Vvet kantved kt JK.
Emgannoù kigi a vez aozet e broioù zo e Azia ar Gevred, Afrika hag Amerika Latin.
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouez al lorc'h eo ar c'hog. Kemeret eo bet da arouez gant Bro-C'hall ivez.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En em gannañ evel kigi.
- Kanañ re abred e gilhog:
- Lakaat e gilhog da ganañ re uhel: fougeal re.
Sterioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kog ar varrikenn
- kog a vez laret ivez ouzh ar c'halc'h.