Mont d’an endalc’had

Kevrenn Brest-Sant-Mark

Eus Wikipedia
Kevrenn Brest-Sant-Mark e Brest e 2012

Kevrenn Brest-Sant-Mark zo ur bagad eus Brest krouet war-lerc'h tarzhadenn ar vatimant Ocean Liberty dirak aod karter Sant-Mark e 1947.

Er penn kentañ e oa ar Big Bang...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget e oad da vad e 1947 da sevel an tiez en-dro e Brest, pa darzhas el lenn-vor, d'an 28 a viz Gouere, ar vatimant Ocean Liberty (e brezoneg "Frankiz ar Mor Bras") karget a nitrat. E karter Sant-Mark e voe kalz a zistruj. E-leizh a oberoù a voe ijinet evit sikour ar re sinistret. Dont a reas da spered Yann Camus, ur biniaouer a oa neuze o terc'hel Ostoleri or Bod e-kichen iliz Sant-Mark, mont d'ober un droiad e Penn ar Bed gant Kelc'h Keltiek Brest hag un nebeud sonerien bet bodet gantañ. Evel-se e voe krouet Kevrenn Brest Sant-Mark.

Adalek neuze e oa heñvel ar pezh a veze graet er Gevrenn ouzh kêr Vrest he-unan, da lavared eo e oa ur chanter. Lec'hioù ar pleustradegoù a ziskouez kement-se : war talbenn ar tourterien edont, ha setu ez eo bet sonerien Vrest ar re ziwezhañ o taremprediñ tiez barnet d'an distruj : ar c'hazarn Fautras, ar Satos, stal-levrioù ar Cité, ar C'hoariva Nevez... War zismantroù ar sevenadur breizhek a-ziwar ar maez, e oa rer goveliañ ur bersonelezh eus kér, troet war-zu an amzer da zont ha war-zu an dud all : ne oad ket lakaet nec'het gant ar pezh a stage ac'hanor ouz an amzer dremenet, war-bouez ar choaz, a veze en em rentet kont anezañ kalz pe nebeut, da zerc'hel d'ar pep pouezusañ : hor yezh hag ar muzik stag outi.

E 1950 e teuas da Vrest ur pipe-band eus Glasgow, ar gér vadoberourez : degas a reas da spered ar re a oa e penn ar Gevrenn ar mennozh da sevel ar Bagad war ziazezoù strishoc'h. Dilezet e voe ar binvioù a oa bet graet ganto betek neuze, ha prenet re nevez e 1954, biniaoù ha taboulinoù a Vro-Skos, a-drugarez d'ur yalc'had arc'hant bet prestet gant ar Gambr a Goñvers.

Neuze e oe ret deskiñ seniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reiñ a rae Marsel Ropars, breur Loeiz, an hini en deus roet lañs en-dro d'ar c'han-ha-diskan ha d'ar festoù-noz, kentelioù diazezet war sonerezh hengounel ar vro ha sevenadur Breizh. Mont a reas Herri Leon da Vro-Skos evit deskiñ seniñ mat gant ar bag-pipes. Dont a reas en-dro gant un diplom eus ar College of Piping ha kerkent e krogas da gelenn ar pezh en doa desket eno. Lazhet e voe siwazh en ur gwallzarvoud e 1962. Lakaet ez eus bet war e anv ur straed e-kichen al lise Amiral Ronarc'h, e karter ar Gazeg Wenn e Brest, evit dougen testeni eus talvoudegezh e gelennadurezh : bet eo bet gwellañ sonerien ar mare-se, Alan Stivell-Cochevelou en o zouez, o teskiñ gantañ.

Er c'hontrol, dont a reas Bobby MacGregor da Vrest, ha neuze ec'h enrollas an daboulinerien e gentelioù : diwar ar re-mañ e savjont un hent evit deski an daboulin, evel ma oa ezhomm anezhañ er mare-se. Gant stummerien evel ar re-se, ne zaleas ket ar Gevrenn da gaout dizoc'hoù eus ar re wellañ e konkourioù ar bagadoù a veze dalc'het neuze e Brest da-geñver Festival ar Viniaouerien (e-doug 20 vloaz ez eo aet 11 gwech ar maout ganti).

Kerkent ha savet ar gêr a varv da vev, e voe gwelet ar Gevrenn e kement gouel a oa : e penn pe e lost défilé Gouel ar Skoliou pe hini Festival ar Viniaouerien e veze. Kas a rae en-dro ar gouelioù er c'harterioù, ar c'hermesoù, an digoradurioù... Seniñ a rae evit tenn kentañ ar matchoù bras, pa yae kuit an Tour de France pe ar vatimant Jeanne d'Arc evit ober tro ar bed.. Klevet e veze e saloñsou an Hôtel des Voyageurs pe ar Prefeti a Vor da c'hortoz distro Laz-seniñ ar Marin.

E 1965 e voe torret krennoc'h c'hoazh al liamm a stage anezhi ouzh ar bed kozh : dilezet e voe tok giz Plougastell-Daoulaz a veze gant ar Gevrenn betek neuze. Choaz a reas ur gwiskamant muioc'h diouzh doare ar Vrestiz, ha savet e voe ar vaketenn anezhañ gant Jim Sevellec, ul livour eus Brest en doa labouret evit sevel mirdi an Tour Tangi.

Pa voe echu gant giz ar muzikoù keltiek eus ar bloavezhioù 1970, e yeas tamm-ha-tamm diwar wel bagadoù ar c'hêrioù bras all eus Breizh : Kevrenn Vrest zo hiriv an deiz an hini nemeti o vezañ chomet bev en ur gêr gant ouzhpenn 100 000 a dud o chom enni. Marteze eo abalamour d'an dibaboù he deus graet e-keñver muzik, - troet a-grenn int war-zu amzer do zond -, d'an dibaboù micher o deus graet he izili evit chom e Brest, ha d'al labour stummañ bet kaset da benn adalek 1977 e Kreizenn an Arzoù Pobl renet gant Pierre-Yves Moign.

N'eus forzh penaos, abaoe m'eo bet adsavet ar PAC (anvet Le Quartz en deiz a hiriv), e teu bep bloaz e-leizh a Vrestiz da selaou evit ar wech kentañ an tonioù a zo bet desket gant sonerien ar Gevrenn e-pad ar goañv.

Oberiantizoù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h div bladenn 45 tro, teir bladenn 33 dro hag ur gasetenn bet adembannet e 1995 dindan stumm ur bladenn gompakt, setu an eil CD a zo un testeni eud labour ar Gevrenn evit en em ober ouzh ar vuhez a-vremañ amañ e Brest. Evel-se en deus bodet Christian Desbordes (an hini en deus savet muzik Ar Basion Vras), en-dro d'ar Bagad, sonerien oc'h implij taboulinoù a bep seurt, binvioù kouevr, an delenn, ar fleüt, an akordeoñs, ar siñtetizer ha kanerezed, al lodenn vrasañ anezho o vezañ Brestiz ha mignoned abaoe pell' zo.

  • 1959 : Marches, chants et danses de Bretagne, n°1 ha 2 (45T Pathé-Marconi)
  • 1961 : Festival des cornemuses Brest 1961, gant Bagad Quic-en-Groigne (45T Mouez Breiz)
  • 1966 : La Bretagne Richesse du folklore Vol.4 (33T Riviera)
  • 1975 : Kevrenn Brest Saint-Marc (33T Velia)
  • 1980 : Musique de Bretagne (33T Ker Blues)
  • 1982 : Bretagne éternelle (33T Arion)
  • 1987 : Tu pe Du (Coop Breizh, 1995)
  • 1997 : Ocean Liberty (Coop Breizh)
  • 2000 : Levezon