Mont d’an endalc’had

Itron Wenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Intron Wenn)
Un Itron Wenn er C'harpatoù

Un Intron Wenn pe Itron Wenn zo ur sort seblant hañval doc’h ur vaouez, hag a vez kavet e-barzh mojennoù zo. Meur a hini a vehe e Bro-C'hall hag er bed. Bout e vehe stumm a-vremañ ar banshee, ur vojenn geltiek.

An intron wenn e Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Intron Wenn Koad Compiègne (Oise)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre Crépy-en-Valois ha Compiègne emañ Koad Compiègne. Eno zo moaien da gavout an Intron Wenn. Kontet e vez e vehe marvet he gwaz da-geñver un aksidant oto e-barzh en ur gammdroienn dañjerus 'ba'r c’hoad-se. N’eus ket kourz ebet resis ma vehe moaian d'he c’havout. Hi a c’hoaria biz-meud, c’hwi he digemer e-barzh en hoc’h oto, ha pand oc’h degouezhet 'ba'r gammdroienn el lec'h ma oa marvet ha gwaz, e huch « DIWALL », ha mont diàr-wel. Neoazh ma n’arestit ket evit he lakat da zont 'ba hoc’h oto, hi ho kortozo bar gammdroienn-sen ha c’hwi 'ni eo 'po un aksidant eno hag a varvo neuze. Mes ma he c’haset pa vez é c’hoari biz-meud, hi a zay 'ba hoc’h oto evel un den normal ha seul wezh e seller doc’hti seul wezh e vousc’hoarzh d'an den.

Intron Wenn C.H.U. Caen (Calvados)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Intron Wenn CHU Caen a vez gwelet c’hoazh àr an hent da vont da Luc-sur-Mer, just tre àr-lerc’h an ospital vras, hag e-troioù an abribus zo dre ae. Meur a dest en deus lâret en neus hi kaset diàr-aze. An hini diwezhañ en deus lâret e oa ur vrav a blac’h yaouank, e-troioù tregont vlez, gwisket gwenn penn-kil-ha-troad. Hi ‘doa lâret e faote dezhi mont d’ar gêr da Luc-sur-Mer. Hi a choma hep lâret grik e-pad ar veaj a-bezh (14km a hirded àr an D7), ha komañs birvilhiñ e-tal kêr Mathieu (Calvados). Pa erruer e-barzh e kêr Luc-sur-Mer e pennfoll hag e huch « Diwall, ar gammdroienn-sen zo disañs ! ». Hag àr-lerc’h ar gammdroienn, pa dro ar gonduerion d’he c’havet ne welont ket ken rintenn ebet anezhi.

Evit gouiet penn d’ar vojenn-se emañ ret klask pezh zo digouezhet eno : er blez 1970 he doa bet ur plac’h yaouank un aksidant 'ba'r gammdroienn-sen pa oa é tont en-dro eus Caen.

Hini Pouancé (Maine-et-Loire)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doc’h pezh a vez lâret e vehe seblant un intron wenn ba kastell Pouancé, ha zo bet savet etre an 12vet hag ar 15vet kantvlezad. Ar seblant-se, hag a vez é kantreal der aze, a vehe seblant un intron a rank dihuel hag a oa bet savet magorioù en-dro dezhi 'ba'r c’hastell get he gwaz jalous, àr-lerc’h m'en doa hi staget doc’h un daol ha oa bet laket fourchetez ha kountelloù argant àrnezhi.

Ur stumm arall a lavar e vehe ar vaouez-se Marie Delorme, ur plac’h yaouank hag a oa sot get ur marc’heg breton. Pa oa daet ar Vretoned àr Pouancé an eil gwezh (XIIvet kantved), ar marc’heg-se en doa gwraet e vad a garantez ar plac’h doc’htoñ, ha goulenn geti digeriñ dorioù kêr. Pezh he doa-hi graet get sikour he breur, ha oa serjant 'ba'r c’hastell. Neuze eh oa kemeret Pouancé get ar Vretoned, ha hervez ar vojenn, Marie Delorme a oa bet savet mangoerioù en-dro dezhi peogwir he doa treiset he re (e gwirionez e oa bet krouget).

Ne vern ket penaos, markiz Preaulx en doa skrivet, pas forzh pell a-raok an Dispac'h, e oa bet kavet korf ur vaouez 'ba' ur lodenn eus c’hastell, ha hounnezh a oa azezet dirak un daol ha oa fourchetez ha kontelloù argant àrnezhi, ha ba beg ar vaouez e oa ur pezh aour.

Intron Wenn abati Mortemer (Eure, France)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ba abati Mortemer, ba-tal Lyons-la-Forêt, e vehe gwelet traoù dreistnaturel. An impalaerez Mathilde, merc’h-vihan da Wilherm an Alouber, a oa bet savet magoerioù en-dro dezhi 'ba' kavioù lojeris an abati, peogwir e oa bet re-skañv e-keñver ar baotred. Hag a-c’houde an amzer-se e ta en-dro dindan furm un intron wenn, da gantreal 'ba' lojerisoù, dismantroù an iliz, 'ba'r c’hoadoù zo e-talte, hag en-dro d’er stank. Tud ar vro a lâr ma he gwelet ha manegoù gwenn genoc’h, e sinifia ec'h euredfec’h hep pell, ha ma zo manegoù du genoc’h neuzen, e sinifia e varvfec’h e-kerzh ar blez. Lâret e vez emañ bet gwelet he seblant get meur a dest, ha penaos zo pet tennet meur a boltred anezhi ivez nevez zo...

Er rest ag ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Intron Wenn kastell Tresaozon (Mor-Bihan)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ba kastell Tresaozon, ba-tal parrez Pempont, e vez lâret e vehe gwelet seblant ur vaouez hag a oa bet interet en-bev e 1750.

Lammoù-dour Montmorency (Kebek)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un intron wenn a vehe gwelet e-troioù lammoù-dour Montmorency, pas pell doc’h kêr Kebek. Marsen e vez lâret an traoù-se peogwir zo bet meur a zen en deus en em c'hraet en ur sailhal 'ba'r lammoù-dour-se.

'Ba'n istoer-sen e vez kaoz a zaou amourouz, Mathilde ha Louis. E 1759, i a oa bet dispartiet da-geñver un dagadenn get an Anglezed, mes tud kêr a oa daet da benn anezhe. Louis a oa aet d’en em ganniñ, ha ne oa ket daet en-dro get ar soudarded arall. Mathilde en noa eñ klasket, ha dont en-dro d’he zachenn, el lec'h m'he doa kemeret ar sae wenn a oa sañset lakat da zeiz hec’h eured. A-benn an achumant he doa eñ kavet en-dro, marv, 'ba' e-tal ar lamm-dour. Kollet he spered geti a-gaoz d’he glac’har, hi ‘doa seilhet 'ba'r lamm-dour ivez, ar sae-eured-se geti. Tud ar gêr-se a gonta penaos e vez gwelet c’hoazh, da nozioù an diskaramzer, 'ba' troioù ar lamm-dour, é klazh korf he muiañ-karet. Lâret e vez e vehe ar sae a-skrebilh àr ur wezenn ba-tre ar stêr hag an hent. Ma tichañsa deoc’h distagañ sae-eured an intron wenn, hounnañ a hado kaoc’h 'ba' ho puhez. Evit ar re n’int ket eureudet c’hoazh, i a varvo en ur feson spontus.

Kastell Setin (Almagn)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ba kastell Setin e vehe gwelet seblant Marie-Hélène, ur plac’h yaouank hag a vehe bet tamallet da vout ur Sorserez, ha losket ba un tantad e1620.