Ifigeneia
Neuz
(Adkaset eus Ifigenia)
Ifigeneia (Ἰφιγένεια / Iphigéneia e gregach), Ifianassa (Ἰφιάνασσα / Iphianassa) gant Homeros, a oa merc'h da Agamemnon ha Klytaimnestra, c'hoar da Orestes, Elektra ha C'hrysothemis. Evel diskennadez da Atreüs e oa mallozh an doueed warni evel war holl dud he ziegezh, an Atrided.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant he zad, war ali an diouganer Kalc'has, e oa bet divizet e vije aberzhet d'an doueez Artemis, a oa o terc'hel listri ar C'hresianed en Aolis, hag a vire outo da skeiñ war-du Troia.