Mont d’an endalc’had

Friedrich Hölderlin

Eus Wikipedia
Friedrich Hölderlin
Friedrich Hölderlin
Friedrich Hölderlin
Obererezh barzhonegoù
Ganedigezh 20 a viz Meurzh 1770
e Lauffen am Neckar
Marv 6 a viz Even 1843
e Tübingen
Yezh skrivañ alamaneg
Luskad lennegel klaselezh, romantelezh


Johann Christian Friedrich Hölderlin ([ˈjoːhan ˈkrɪsti.aːn ˈfriːdrɪç 'hœldərliːn]), ganet d'an 20 a viz Meurzh 1770 ha marvet d'ar 6 a viz Even 1843, a oa ur barzh lourennel alaman a bouez bras evit luskadoù alaman ar "skolioù" klasel ha romantel.

Ul levezon bras-kenañ en deus bet war al lennegezh hag ar brederouriezh europat, dreist-holl war oberennoù Rainer-Maria Rilke, Georg Trakl, Hermann Hesse ha Paul Celan.
Kemer a reas perzh e luskad an derc'helouriezh alaman, hag aweniñ a reas prederourien evel Martin Heidegger pe Theodor Adorno.

Ganet e oa Friedrich Hölderlin d'an 20 a viz meurzh 1770 e Lauffen am Neckar, Baden-Württemberg.
Daou vloaz e oa pa varvas e dad digantañ : 36 vloaz e oa, ha merour madoù kouentoù. E 1774 ec'h addimezas e vamm, Johanna Christina Hölderlin, 26 vloaz, d'ar c'huzulier Gock, Bürgermeister ("maer") Nürtingen, a varvas e 1779.

Troidigezhioù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù gant Friedrich Hölderlin zo bet troet e brezhoneg gant Alan E. ar Berr hag embannet e niverenn 142 ar gelaouenn Al Liamm :

  • Da Ziotima (p. 356)
  • Kan-tonkad Huperion (p. 357)
  • Gouelvan Menon (p. 358)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.