Taolenn doueed Hellaz ha Roma
Neuz
(Adkaset eus Doue roman)
Setu un daolenn eus an doueed gresian ha roman a glot kenetrezo, hag ivez un nebeud doueed kelt pe c'halian a glot mui pe vui.
Anv an Doue gresian | Karg | Arouez | Anv an doue roman | Anv an doue kelt (pa glot) |
---|---|---|---|---|
Afrodit | Doueez ar garantez | Ur melezour, ur goulm, un alarc'h, ur rozenn. Alies e vez gwelet en he noazh. | Gwener (Venus) | |
Apollon | Doue ar sonerezh, ar varzhoniezh, an diouganerezh; bleniañ a ra karr an Heol | Al lirenn, al lore; an delphin, ar bleiz; alies e vez ar Muzezed (merc'hed an Awen) gantañ | Apollo | Belenos |
Ares | Doue ar brezel | Ur c'hi, ur bultur, ur goaf, un tokarn | Meurzh (Mars) | Teutates |
Artemis | Doueez an hemolc'h, doueez al loar | Alies gant ur wareg ha saezhioù | Diana | |
Asklepios | Doue ar medisinerezh | --- | Eskulap | |
Atena | Doueez ar furnezh | Ur gaouenn, ur wezenn-olivez. Alies gant ur goaf hag un tokarn war he fenn. | Minerva | Belisama |
Boreas | Avel an hanternoz | --- | Aquilo | |
Kronos | Tad an doueed | --- | Sadorn (Saturnus) | |
Demeter | Doueez an Edeier hag an Trevadoù | Ar penn-ed | Keres | |
Dionysos | Doue ar gwini hag ar gwin; degas a ra awen d'ar varzhed ha sonerien | Ur gurunenn iliav, rezin | Bacchus | |
Enio | Doueez ar brezel | --- | Bellona | |
Eos | Doueez tarzh an deiz | --- | Aurora | |
An Erinied | --- | --- | Ar Furied | |
Eros | Doue ar garantez | Ar wareg hag ar saezhioù, gwelet evel ur bugelig askellek | Kupido | |
Hades | Doue an ifernioù | korn ar builhentez, arouez pinvidigezh an douar | Pluton | Dispater |
Hebe | Doueez ar yaouankiz | --- | Juventus | |
Hefaistos | Doue an tan, ar govelioù | Ur morzhol | Vulcanus | |
Hera | Doueez ar briedelezh, diwallerez ar gwragez | Ar paun | Juno | |
Herakles | Haroz | Gwisket e vez gant kroc'hen leon Nemea | Herkules | Ogmios |
Hermes | Doue an hentoù, ar veajourien, ar c'henwerzh, hag al laeron; kannad an doueed | Gwialenn ar peoc'h, pe gwialenn Verc'her | Merc'her (Merkurius) | Lug |
Hestia | Doueez an oaled | --- | --- | |
Hypnos | Ar c'housked | --- | Somnus | |
Ilitia | Skoazellerez ar gwilioudiñ | --- | Lukina | |
Leto | --- | --- | Latona | |
Ar Moira | --- | --- | Ar Parkezed / Merc'hed an Tonkadur | |
Odysseüs | Haroz an Odysseia | --- | Ulises | |
Pan | Doue ar vesaerien | --- | Faunus | |
Persefone | Doueez an Ifernioù | ---- | Proserpina | |
Poseidon | Doue ar mor, a c'hall lakaat gwallamzer da sevel | ar forc'h tribizek, sachet e vez e garr gant loened-mor | Neptun (Neptunus) | |
Tuche | , | Fortuna | ||
Zeus | Mestr an doueed, | An tan-taran, an erer | Yaou (Jupiter) | Taranis |