Mont d’an endalc’had

Dorothea von Biron

Eus Wikipedia
Dorothea von Biron (1793 -1862)

Dorothea von Biron (Berlin, 21 a viz Eost 1793-19 a viz Gwengolo 1862 en Sagan) a oa ur briñsez alaman eus Kourland, kontez Edmond de Périgord (1809), dugez Dino (1817), dugez Talleyrand (1838) ha dugez Sagan (1845).

Pedervet merc'h Pierre von Biron, dug Kourland, ha Dorothea von Medem (1761–1821), dugez Kourland, e oa Dorothea. Dispartiet e oa he zud, hag ur pried-kleiz he doa he mamm, Alexandre de Batowski, nonce polonat ha tad gwirion Dorothea, a greder, ganet e Friedrichsfelde, e-tal Berlin, e 1793.

Kenedek ha speredek e oa, desket kaer ha tan enni.

Edo Talleyrand o klask ur bennhêrez pinvidik d'e niz, ha goulenneten devoa digant Aleksandr, tsar Rusia, ober ar jubenn etrezañ hag an dugez.

Lidet e voe an eured gant Edmond de Périgord e-kreiz brezelioù bras Napoleone Buonaparte , d'an 21 ha 22 a viz Ebrel 1809, e Francfort-sur-le-Main , gant ar Priñs Dalberg, mignon da Talleyrand. Ha setu Dorothea kontez Edmond de Périgord ha nizez da Charles-Maurice de Talleyrand-Périgord, priñs Bénévent dre c'hras Napoleone Buonaparte. Hag an Alamanez gronneta C'hallaoued, enebourien hag alaouberien he bro. He zeir c'hoar, enepgall ma oant, ne deujont ket d'an eured.

Ur fallzimeziñ e voe, Edmond ne oa troet nemet gant ar c'hoari, ar brezel, ar merc'hed, ha ne oa ket nec'het gant e bried.

Goude Napoleon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa gouezhas Napoleon e ouias Talleyrand treiñ e chupenn ha kaset e voe da Kendalc'h Vienna da zileuriañ Bro-C'hall ar roue nevez.