Mont d’an endalc’had

Distrig kevreadel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Distrig kevredadel)

Un distrig kevreadel zo ur rann eus ur vro gevreadel. Rannet e vez ar broioù kevreadel pe etre stadoù kevreet (evel Alamagn pe ar Stadoù-Unanet) pe etre proviñsoù (evel Arc'hantina), hag a-wechoù e vez un distrig kevredadel ouzhpenn, ha hennezh n'eo ket ur stad pe ur broviñs emren evel ar re all, peogwir eo stag ouzh ar gouarnamant kreiz.


Stadoù-Unanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ sez gouarnamant kevreadel amerikan en un distrig kevreadel anvet Distrig Columbia (District of Columbia, e saozneg), e-lec'h emañ ar gêr-benn: Washington DC. En tu all da se ez eus meur a seurt distrig kevreadel all dindan gouarnamant ar Staodù-Unanet ha n'int ket stag ouzh bezañs ur gêr-benn:

  • Ar reizhiad lezioù-barn kevredael a rann pep Stad, mui distrigoù Columbia ha Puerto Rico, e meur a zistrig kevreadel justis. Kavout a reer enne pep a lez-varn distrig eus ar Stadoù-Unanet hag a lez evit ar freuzioù-stal.
  • Bank Kreiz ar Stadoù-Unanet, ar mirlec'h kevreadel, zo anezhañ daouzek bank er vro a-bezh; pep hini eus ar bankoù-se a ra war-dro un distrig eus ar mirlec'h kevreadel.

E Malaysia e vez graet gant an anv "tiriegezh kevreadel" (Malayeg: Wilayah Persekutuan) evit an teir rannvro lakaet war-eeun dindan renerezh ar gouarnamant kevreael: Kuala Lumpur (kêr-benn ar Stad), Putrajaya (kreizenn velestradurel ar gouarnamant kevreadel) hag Enez Labuan (kreizenn arc'hanterezh offshore etrebroadel).

Amerika ar Su

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa gomzer eus distrig kevreael (Distrito Federal) e spagnoleg ha portugaleg) e vez anv:

N'eus nemet unan e pep bro.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]