Mont d’an endalc’had

Mumbai

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bombay)
Mumbai
megacity, state capital, kêr, Metropolenn, business cluster
Rann eusKonkan Kemmañ
Deiziad krouiñ1507 Kemmañ
Anv ofisielMumbai Kemmañ
Anv er yezh a orinमुंबई Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈmumbəi Kemmañ
Anvet diwarMumba Kemmañ
Anv annezidiMumbaikar Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Kêr-benn eusMaharashtra Kemmañ
E tiriadMaharashtra Kemmañ
Gwerzhid-eurIndian Standard Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel19°4′33″N 72°52′39″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantMayor of Mumbai, Municipal Commissioner of Mumbai Kemmañ
Penn an aotrouniezhIqbal Singh Chahal Kemmañ
AotrouniezhBrihanmumbai Municipal Corporation Kemmañ
Ezel eusCreative Cities Network Kemmañ
Darvoud-alc'hwez26/11 Mumbai attacks Kemmañ
Kod-post400001 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://portal.mcgm.gov.in/ Kemmañ
HashtagMumbai, मुम्बई, मुंबई Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Mumbai Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Mumbai Kemmañ
Kod pellgomz an takad0022 Kemmañ
Kod plakenn varilhMH-01, MH-02, MH-03 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Mumbai Kemmañ
Map
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Mumbai (मुम्बई    e marathi, distaget /ˈmumbəi/), anvet gwechall Bombay, eo kêr-benn stad Maharashtra, e kornôg India. E 2006 e oa war-dro 13 milion a annezidi e kêr, ha tost da 20 milion a dud a oa o chom e tolpad-kêrioù Mumbai, ar pezh a ra anezhi unan eus an dek kêr vrasañ er bed.

Emañ Mumbai war an aod ha porzh brasañ India eo. Kêr-benn armerzhel India eo ivez ha kresket eo kalz e dibenn an XXvet kantved. Muioc’h c’hoazh eget lec’hioù all en India ez eo ur gêr ma weler kichen-ha-kichen tud pinvidik-mor ha re all paour-razh. E Mumbai emañ karter Bollywood, anvet evel-se diwar anv Hollywood, rak eno ez eus studioioù ma vez savet kalz eus ar filmoù a vez graet en India. Ret eo gouzout ez eo India ar vro a brodu ar muiañ a filmoù er bed, bep bloaz.

"Dor India" zo ur monumant a voe savet da vare donedigezh ar roue Jord V e 1911, hag unan eus arouezioù ar gêr eo bremañ.

Aozadur ar gêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv ar gêr, Bombay pe Mumbai, a deu eus ar marateg Mumba, doueez, hag Aai, Mamm ». Homañ eo kêr-benn Maharashtra hag ar gêr ar muiañ poblet en India. Bombay zo anezhi kêr-benn ekonomikel Bro-India pa brodu 5 % deus ar PIB ha 25 % eus ar produioù industriel, 40 % eus ar c'hoñvers dre ar mor hep disoñjal 70 % eus eskemmoù ekonomikel ar Vro. Bombay a zo ivez e-touez dek brasañ kreizenn finañsoù ar bed. Evit digemer an eskemmoù arc'hantel-mañ, emañ e Bombay Bank mirlec'h India, yalc'h Bombay, yalc'h broadel India ha sez sokial meur a gompagnunezh Indian ha liesvroadel. Ekonomiezh ar sinema a zo bras ivez dre m'emañ lodenn vrasañ ar studioioù skinwel ha filmoù Indian, e Bollywood.

Kêrbenn ekonomikel India eo Bombay hag ar gêr ar muiañ poblet. Emañ enni 10% eus al labourioù industriel, 40% eus an tailhoù war ar gopr, 20% eus ar gwirioù diazez, 60% eus gwirioù ar maltouterezh. 40% eus ar c'hoñvers gant an diavaez a dremen drezi hag e tegas da voujedenn India tost da 40 miliard roupi (e-tro 600 miliard euro) a dailhoù war ar c'hevredigezhioù. Gounidoù an annezidi a zo par da 980 $ hag a zo an tridoubl eus ar geidenn vroadel. Disoc'h ar sinema (Bolywood), an industriezh ar gimiezh, ar gwiad hag ar pesketa eo ar gounidoù-se.

Kudennoù ar gêr (denel ha naturel)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gudenn zo e Bombay war ur sav poent denel kement war sav poent an endro naturel. Evel en holl lec'hioù en India, kudennoù sokial bras zo e Bombay dre an dizingalder arc'hantell met ivez war saotradur an endro dre an industriezhioù hag saotradur an dourioù gant lastez ar c'hêr. Memes ma vez Bombay ur c'hêr pinvidik a-walc'h, chom a ra en ul lodenn all paour-kenañ hag gant un diforc'h spontus a live bevañ. Da gentañ war ar sav poent denel e za ar boblañs war gresk met ivez an niver a zilabour ivez, kement ma vez diaes lavar ur sifr resis. Ar boblañs a kresk dre an divroañ eus ranvroioù all evit kavout ur vuhez welloc'h met pa e eruont, al lodenn brasañ eus outo a zo kaset el lochenaoueg vras, Dharavi. Goude-se diwar kudennoù an endro e vez kavet saotradurioù a-bep seurt. Saotradurioù an dourioù a zo an hini brasañ dreist-holl er c'harterioù paour e-lec'h ma vez ket laket ur reizhiad skarzhañ al lastez hag an dourioù implijet. Memes el lec'hioù 'lec'h ma vez ur reizhiad, e vez peurliesañ en ur stad fall ar reizhiadoù abalamour d'an toulloù en tuelennoù kas hag d'ar puradur diglok. An dour lastez-se a echu e-barzh ar stêrioù hag an tachenoù dour dindan douar en un doare dajerus evit kement boud-bev (loened, tud ...). Ouzhpenn se ez eus saotradur en aer, evel an dioksid karbon pe dre an trouzioù hag a vez kavet dreist-holl e lec'h ma vez an industrioù ha war an hentoù kreiskêr. An embregerezhioù a saotr alies an dour met ivez an aer dre o mogedoù trenk pe chimik dre vras. War an trafik otoioù a vez efed an diouer a blas e Bombay. Dre ma vez ket a-walc'h a blas e kêr ez eo bihan an hentoù . Abalamour da se e vez stanket an trafik pa vez an eurioù labourat hag eno e vez distaolet kalz gaz gant an otoioù hep disoñjal an trouz a vez ganto.

Perak e kresk ar boblañs ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an 11 914 393 a annezad e 2001, he deus jedet ar World Gazetteer e vefe 13 662 885 annezad e 2008 en ur vezañ spis a-walc'h hag evit ur goread 603,4 km. Neuze ar poblañs a vefe war-dro 22 000 annezad/Km, ar pezh a ro ur bolañs stank-kenañ e koñdisionoù fall evit an hanter eus anezho. Padal ar c'hoñdisinoù bevañ a zo uhel e-keñver peurrest India, ar pezh a atiz kalz a dud eus rannvrioù all en India da zont e kêr. Ar skouer bennañ eus al live mat a vuhez eo ar fed ma oar 86 % eus an dud skrivañ ha lenn, uheloc'h eget ar geidenn vroadel. Diwar ar sifroù roet e vez 50 % eus ar c'hesk demografel diwar ar red poblañs deus ar rannvrioù/ muioc'h eget ur million a dud etre 1991 ha 2001. Lod eus ar statistikourien a lavar e vo erlec'hiet Tokyo gant Bombay evel ar gêr ar muiañ poblet er bed a-benn 2020. Ar red poblañs-se a zigas kudennoù lojañ dre ma vez ket kavet kalz a plas evit krouiñ lojamantoù hag e laka priz al lojerizoù a chom da greskiñ. An disoc'h zo ez a un hanter eus poblañs Bombay da vevañ e lochennouigoù memes pa c'hounezont arc'hant dre o labour, ul labour a vez peurliesañ pell eus o lec'h bevañ Rediañ a ra anezhe da implijout an araezioù dezougen boutin hag a ro ur red transportoù fall iskis.

Meur a relijion hag a sevenadur a zo e Bombay diwar ar meskaj a dud deus ranvroioù disheñvel hag e vez gwelet relijionoù a bep seurt evel an Hindouegezh (80% eus ar polblañs ), an Islam (14 %), ar gristeniezh hag ar relijionoù Jain ha Sikh (2,5 %). Ret eo kontañ ouzhpenn war-dro 100 000 Parsi ha 500 000 Boudaad, yuzevien hag ar re hep relijion. C'hoarvez a ra ar memes tra gant ar yezhoù. N'eus ket a vegalopolennoù all en India e lec'h ma vez kement a yezhoù hag e Bombay. Ar yezh ar muiañ komzet e Bombay a zo ar Marateg, yezh officiel ar Maharashtra, evel an hindeg, ar Gujartati hag ar Saozneg. Bez ez eus memes ur rannyezh, ar Bambaiya hag a zo ur meskaj etre ar Marateg, an hindeg hag saoznek an Hindouiz, implijet alies er straedoù. Met memestra eo ar Saozneg a chom ar yezh pennañ e-barzh ar vuhez economikel hag a vez implijet tost en holl vurevioù.

Lochennaouegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lochenaouegoù a zo niverus e Bombay dre ma kresk ar boblañs muioc'h-mui e c'hesk an niver a lastez-kêrioù-se ivez. Disoc'h an divroañ int, gant muioc'h eget an tri c'hard eus an divroerien a zo rediet da vont da bevañ e kêrioù lastez dre ma ne zeus ket a-walc'h a blas evit krouiñ lojamantoù dereat memes pa vez arc'hant gant an divroerien. Al lochennaoueg brasañ eus India ha memes eus Azia a zo e Bombay, hini Dharavi a zo ul lochennaoueg gant 214 hectar dindani ha 300 000 den o vevañ enni. Gallout a reer keñveriañ gant kêr Naoned, 282 853 annezad enni. Setu eo kalz brasoc'h ul lochennaoueg e Bombay eget kêr-benn Breizh. Lec'hiet int e su hag e kornôg Bombay, etre an uzinoù gwiaderezh kozh hag an aerborzh. Tremenn a ra drezañ un hent-houarn hag a servij da gas an danvez gwiad produet gant an usinoù e Mulund, Thane hag e kêrioù all da vezañ treuzfeurmet. An dud e Dharavi a laboure en uzinoù-se setu n'eo ket evit netra eo bet savet al lochennaoueg el lec'h-se. Met bremañ e vez serret an uzinoù neuze an dud a vez ar wech-mañ paour da vat dre ma vez pouezusoc'h industriezh ar filoù. Ar gudenn nevez a sav bremañ hag a zo souezhus a digredus a zo gwerzh al lochennaoueg evit 2,3 miliards a dollar gant an ti-kêr. Ma vez graet an afer gant ur prener e vo skarzet al lochennoù evit naetaat al lec'h (puraat an douaroù ) hag adlojet e vo lodenn vrasañ an dud e lojamantoù nevez hag a vo krouet. Krouet e vo skraberien oabl evit lakaat burevioù ha lojerisoù evit an dud a renk etre hag an dud pinvidik gant aezamantoù, skolioù, hospitalioù ha tacchennoù sport. Bez e vo memes un dachenn Golf. Ar santier a pado dre-vras 7 vloaz. Evit ar pezh a sell ouzh an dud e vo 57 000a famih eus Dharavi, da lâret eo 300 000 a dud, a vo ret dezhe bezañ adlojet e studioioù en dachenn, met ret eo bezañ enrollet el lochennaoueg abaoe 1995da gaout ar gwir-se. Prezidant kevredigezh etrbvoadel an annezidi lochennaouegoù, A. Jockin, a lavar e chomo un dek mil annezad bennak n'o do lojamant ebet. Rediañ a ray an dud-se da vont da vevañ adarre da lec'h all. Ar pezh ne vo ket asantet gant tud-zo eo e vefe kemeret tud al lochennaouegoù evel amprevaned hag a roio c'hoazh arc'hant da gouarnamant ar Maharashtra. Lavaret vez gant an tisavour, Mukesh Mehta, e vo ar greizennad-se un danvez denel hag arc'hantel. M.Mehta a hunvre en ur bannlev o do c'hoant tud ar bed da adkopiañ. Enebet vez ouzh ar raktres-mañ gant tud al lochennaopueg rak bevañ a reont mat enno. Krouet o deus un ekonomiezh diabarzh hag a ya mat en-dro met dreist-holl e c'hell bevañ an dud diwar se hepken, gant artizaned evel tud a ra podoù-pri pe kivijerien. Dharavi a zo ken anavezet ma teuas eno ar priñs Charlez, ha tud a renk uhel ha touristed dedennet gant an diforc'h a binvidigezh en India. An ekonomiezh a zo dedenus rak, da skouer, ar merc'hed a ra matalasennoù d'o gwerzhañ er marc'had pe c'hoazh tud oc'h ober traoù gant pri (podoù, pladoù...). An ekonomiezh-se a zo brav ivez war sujed an ekologiezh. Lavaret vez e kontrol gant tud o tont eus kêr e vez an industriezh-se un industriezh hag a saotr an dourioù. Ouzhpenn-se e vez fall an trafik gant tout an dud se ha ne vez ket sikouret gant geografiezh Bombay gant an dourioù o troc'hañ anezhi. Efedoù al lochennaoueg eo diwar-goust dreit-holl gant prizioù uhel ar burevioù hag ar lojanantoù. Da skouer e karter an aferioù, Nariman a zo ar pempvet karter kerañ er vro, just a-raok West End city eus Londrez ha kreiz Tokyo. E-barzh ur c'harter mat, ur ranndi a 4 chombod, dezhañ 100 metrad karrez a vez feurmet 300 000 roupi bep miz (5 500). En ur vloaz, ar feurm en deus kresket eus 45%.

Dizingalded etre ar renkadoù sokial er film « Slumdog Millionaire »

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Slumdog Millionaire a zo bet filmet e 2008 e kêr Bombay ha gounezet en deus meur a briz evel 4 Golden Globe, 7 BAFTA, 8 oscars. Graet eo bet diwar ur senario eus Simon Beafoy kaset eo bet da benn gant Danny Boyle. Goude ma'z eo bet skignet er sinema e savas tabut diwar-benn kudennoù Bombay, diwar-benn al lochennaouegoù met dreist-holl diwar-benn ar c'hemm er binvidigezh etre an dud pinvidik hag ar re baour. Kontañ a ra ar film istor un den paour hag a vev e lochennaoueg Bombay e Dharavi, gant ur gopr servijour te, paotr an te, en ur embregerezh servijoù pellgomzerezh. Un devezh e tizolo « Qui veut gagner des millions? » war ar skinwel ha diwar an taol-mañ e teuas da vezañ ran gant houmañ. Kement ha ken bihan ma bellgomzas da glask lakaat e anv en un abadenn. Gant chañs e c'hounezas an enskrivadur met ne ouie ket ar pezh a errufe gantañ. Mont a reas d'an abadenn ha respont a reas d'ar goulennoù an eil war-lercc'h egile. Goulennet e oa gantañ traoù diaes a-walc'h, met dont a rae a-benn en ur envoriñ lodennoù resis eus e vuhez, a-drugarez dezho e teuas a-benn da respont d'ar goulennoù memes daoust ma klaske ar c'hasour e lakaat dad vezañ koll. Amañ e vez gwellet an dizemglev etre ar re baour hag ar re binvidik aroueziet gant an abadenner. Hnnezh a laka herzhel an haroz gant ar polis evit trucherezh memes ma oa gevier. Ar wirionez a gounezas memestra a laosket e oa an haroz da vont gant e vilion a euroioù. An den a vevas goude-se gant e vignonez. Er film-se e vez kuzhet meur a arouez eus ar c'hudennoù sokial a zo du-hont. Ar pezh a roas memes kudennoù d'an aktourien. Unann anezhe a oa distrujet e di dezhañ.

Mumbia zo gevellet gant :