Gabriel Morvan
Neuz
(Adkaset eus Biel Morvan)
Gabriel Morvan, pe Biel Morvan, ganet e Plabenneg d'an 3 a viz Eost 1829 ha marvet e Kemper d'ar 17 a viz Mae 1886, a voe beleg, skrivagner brezhonek, ha rener Feiz ha Breiz war-lerc'h Goulven Morvan. Rener Lizeri Breuriez ar Feiz e voe ivez. Bet e voe kure ha person e meur a barrez Leon hag e Kerne, anvet e voe da chaloni goude, ha troer lizhiri-kemenn eskob Kemper e voe ivez.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Histor an Testamant coz hag an Testamant nevez, 1869.
- Buez ar Zent, skrivet a nevez e brezounek gant ann Ao. Morvan, embannet e Teurgn e 1884.
- Buez ar Zent, Kemper, Moulerezh Kerangal, 1894. Eil embannadur, adlennet ha reizhet gant Yann-Vari Nikolaz (1848-1899).
- Trede embannadur e 1898 : Moullerez A.Kaigre, ru Traverse, 18. Brest. Unan all a vo en XXvet kantved.
Troidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gabrielle d'Éthampes, An daou vreur euz an Naonet (diwar Les Enfants nantais), moulet e meur a damm war Feiz ha Breiz, 1869.