Yehoram
Neuz
Yehoram[1] (en hebraeg יְהוֹרָם (Yehôrām), en gresianeg ᾿Ιωρὰμ (Iôram), e latin Ioram), pe Joram[2], a oa, hervez Eil Levr ar Rouaned en Testamant Kozh, mab Yehoshafat ha roue Yehouda eus 848 kent JK da 841 kent JK.
« Hag e kerzhas war roudoù rouaned Israel evel m'en doa graet ti Ahav, rak merc'h Ahav en doa da wreg. Ober a reas an droug ouzh daoulagad an Aotroù » 2R 8,18[3]
Ahazia, e vab, a renas war e lerc'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ hervez embannadur An Tour-Tan eus an Testamant Kozh
- ↑ hervez Bibl Santel ar Gonideg
- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 176