Mont d’an endalc’had

Golkonda

Eus Wikipedia
Kreñvlec'h Golkonda

Golkonda, pe Golconda, Gol konda ("torgenn grenn"), pe Golla konda (torgenn ar vaeserien) zo ur c'hreñvlec'h e Su India, e Telangana, gwechall kêr-benn sultaned an dierniezh Qutb Shahi (c. 1512 – 1687). Er c'hornôg da Hyderabad emañ hag 11 km anezhi.

Brudet eo mengleuzioù ar c'hornad ma voe kavet ar bravañ diamantoù : Koh-i-Noor, Nassak Diamond, Noor-ul-Ain.