Caradog ap Meirion
Caradog ap Meirion a oa roue Gwynedd eus 754 da 798.
Kenderv a-bell e oa da Rhodri Molwynog ap Idwal, roue araokañ. O-daou e lârent e tiskennent eus Cunedda, ar roue damvojennel en devije dieubet Kembre diouzh an Iwerzhoniz ha krouet rouantelezh Gwynedd.
Diskennet e vefe bet Caradog ap Meirion eus Owain Danwyn, roue Rhos ha mab-bihan da g-Cunedda. Daoust ma oa bet kollet gantañ he statud roueel e vije chomet pouezus ar skourr-se eus ar familh en e gantref.
N'eo ket sklaer pegoulz e krogas Caradog da ren met etre marv Rhodri e 754 ha 768 e oa war a seblant. Er bloaz-se e kendrec'has Elfoddw, eskob Gwynedd, Kembreiz da gemmañ o doare da jediñ amzeriad Pask. Daoust ma n'eo ket meneget anv Caradog e liamm gant an darvoud-se ez eo anat ne zeuas a-benn Elfoddw nemet peogwir e oa en amzer-se ur roue a bouez e Kembre a oa gouest da lakaat e youl war rest ar vro. Caradog eo an hini nemetañ a c'hell klotañ.
Evel rouaned gembreat arall eus e amzer e oa gourdrouzet Caradog gant rouantelezhioù angl-ha-saoz reter Preden. Abeg gwirheñvelañ e varv a zo e oa lazhet en emgann gant Coenwulf Mercia. Marteze e oa bet taget gant Cynan Dindaethwy ap Rhodri, mab ar roue en doa skrapet e dron.
En e raok: Rhodri Molwynog ap Idwal |
Roue Gwynedd ) 754 - 7.. |
War e lerc'h: Cynan Dindaethwy ap Rhodri |