Brezhoneg Leon
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar brezhoneg ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Brezhoneg Leon, pe leoneg (pe leouneg) a-wechoù, a vez graet eus brezhoneg Bro-Leon.
Un nebeud perzhioù dibar zo dezhañ, a-fed distagadur ha geriaoueg.
Distagadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vogalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- /o/ distaget [u], evel e gerioù evel
- don, sonn, spont
- homañ, Leon, konnar
- brezhoneg
- /a/ e-lec'h /ã/ en anv-verb (evañ, studiañ) hag en derez-uhelañ (kentañ, koshañ)
- met /ã/ en araogennoù evel gantañ, dezhañ, evitañ hag en diskouezañ -mañ, hag er gerioù amañ, bremañ
- Diftongennoù:
- Distaget e vez [aw] er gerioù Paol, taol, kaol, ur paotr /ˈœr pawtr/.
- Pa vez taolmouezhiet /ɛː/ e tro da /ea/: Kêr /ˈkear/; a weler e skritur anvioù zo, evel: Creizmeas, Penn an Neac'h.
- aes, laezh, maer, maez,
- kêr, lec'h, pelec'h, sec'h
- Dont a ra ar son <wa> da vout /ˈoːa/ (div silabenn) hag ar son <wã> da vout /ˈoːã/ (div silabenn)
- koad /ˈkoːat/,
- koan /ˈkoːãn/, hag ivez moan, poan ...
Kensonennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distaget e vez
- /z/ atav: nevez, trugarez, bloaz, ruz, gouzout
- al lizherenn w a zo /v/ e deroù ar gerioù : ur wezenn, da win, ar Vourc'h-Wenn
- an heuliad <gwr> a zo /gr/: gwreg [grek]
- ar gensonenn /r/ a zo ruilhet, evel e gwenedeg alies, hag e tregerieg a-wechoù;
- /z/ distaget /d/ e-barzh bez' ez oa /ˈbed ez ˈoa/…
Ne vez ket distaget
- /h/ e deroù ar gerioù (hanter, hent)
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Edo, amzer-dremenet emañ.
- Va zad, e-lec'h ma zad.
- Me da gar, e-lec'h Me az kar
- An dibenn -og/-ok e-lec'h -eg/-ek, e gerioù evel foennog, pennok....
Gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus ar gerioù-mañ n'int anavezet nemet e kornioù zo eus Leon:
- alato « evelato, koulskoude »
- dabord « bremaik »
- disheñvel « dispar »
- dister eo « ret eo »
- foennog « prad »
- heurtañ « bountañ »
- kolo « plouz »
- pelloc'h « bremañ »
- tardañ « ehanañ »
- warc'hoazh, azo arc'hoazh e Treger ha Gwened.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.