Mont d’an endalc’had

Monako

Eus Wikipedia
Principauté de Monaco
Principatu de Múnegu
Principat de Mónegue

Priñselezh Monako
Banniel Monako Ardamezioù Monako
Banniel Ardamezioù
Kan broadel: Inu Munegaschu
Lec'hiadur Monako
Lec'hiadur Monako
Kêr-benn Monako
43°44′N 7°24′E
Kêr vrasañ Monte-Carlo
Yezh(où) ofisiel Galleg
Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
 - Priñs Albert II (Monako)
 - Ministr Stad Didier Guillaume
Gorread
 - Hollad 1.95 km² (231)
 - Dour (%) 0.0
Poblañs
 - istimadur 2020 38,350 ()
 - niveradeg 2000 555,347
 - Stankter 32,020/km² (77)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $976 milion ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]])
 - Keidenn $70,447.5343 (2/3)
FDD  (direnk) 2003 () (n\a)
Moneiz Euro ([[ISO 4217|EUR]])
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .mc
Kod pellgomz +377

Priñselezh Monako (galleg: Principauté de Monaco; monegaskeg: Principatu de Múnegu; okitaneg: Principat de Mónegue), ent-berr Monako pe Monaco[1] a zo ur vonarkiezh vonreizhel hag ur geoded-riez lec'hiet etre ar mor Kreizdouar ha Frañs (departamant an Alpes-Maritimes). Unan eus ar pemp mikroriez europat eo.

An eil bro vihanañ er bed goude ar Vatikan hag an hini gant ar stankter poblañs brasañ er bed an hini eo. An hini gant ar muiañ a vilionerion (hag a boliserion) dre annezad eo ivez.

Kartenn Monako

Priñselezh Monako a zo an eil riez dizalc'h bihanañ er bed goude ar Vatikan. War vord ar Mor Kreizdouarel eo lec'hiet, 18 km war-du ar reter eu Nice hag e-kichen harz Italia. War tri c'hostez eo kelc'hiet gant ar rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur e Frañs. Ur riblenn strizh e-harz an Alpoù. E lec'h uhelañ a zo "Le Rocher" (140 m).

Brudet eo ar briñselezh evit hec'h hinad. War-dro 8 °C eo an temperadur e-pad ar goañv ha war-dro 26 °C e-pad an hañv. Un draezhenn hir a ra tro douareier ar briñselezh. Eus kostez palez ar Priñs, avat, e kaver un tornaod serzh a bign 63 m a-us ar mor.

E pevar c'harter eo rannet Monako :

Karter eus La Condamine a zo rannet e :

Monte Carlu a zo rannet e :

  • Monte Carlu, m'emañ ar c'hazino
  • Larvotto, m'emañ an draezhenn
  • Saint Roman
  • Saint Michel

Tennañ a ra Monako hec'h anv eus ar gresianeg. Trevadennerien c'hresian Marselha a zalc'he un darn vras eus an aod er VIvet kantved kent Jezuz-Krist a oa anvet Monoikos (gresianeg Μόνοικος) gant al Liguriz, ar pezh a dalvez "an ti nemetañ". Hervez ur vojenn gozh e tremenas Herakles dre rannvro Monako hag un azeuldi a voe savet ennañ evitañ : azeuldi Herakles Monoikos.

Didu e oa ar vro betek ma voe roet da Genova gant an impalaer Henry VI e 1191. Ar republik a savas ur c'hreñvlec'h enni e 1228. E 1297 e voe kemeret gant François Grimaldi a renas e ziskennidi ar vro betek 1731 pa dremenas an tron da Jacques de Goyon-Matignon a-drugarez d'e eured gant hêrez ar priñs diwezhañ. Adkemer a reas an anv Grimaldi.

Staget e voe ar briñselezh ouzh Frañs e 1793 met adsavet e voe gant Kendalc'h Vienna e 1815. Dindan warezveli Sardigna e voe betek feur-skrid Torino pa berc'hennas Frañs Kontelezh Niça. Koll a reas Monako neuze Roquebrune ha Menton (95% ar vro) a oa en em savet a-enep ar priñs hag a voe staget ouzh Frañs.

E 1911 ez eas ar vro d'ur vonarkiezh vonreizhel hag e 1918 e sinas ar vro ur stagadenn da Feur-skrid Versailhez hag a lakaas anezhi e gwarez Frañs. Rainier III a yeas da briñs goude marv e dad-kozh Loeiz III e 1949. Ur vonreizh nevez a roas d'ar vro e 1962, dilemel a reas ar c'hastiz a varv ha grataat a reas d'ar merc'hed ar gwir da votiñ. Krouiñ ar reas ul lez-varn veur da wareziñ ar gwirioù diazez. Ezel d'ar Broadoù Unanet eo Monako abaoe 1993.

E 2002 e sinas ar briñselezh ur feur-skrid-gwarez nevez gant Frañs. Gwarantiñ a ra e chomo Monako ur riez frank zoken ma n'eus hêr ebet gant ar priñs. He difenn a zo e karg Frañs c'hoazh avat.

E 2005 e varvas Rainier III. E vab Albert II a voe kurunet d'ar 12 ar viz Gouere 2005.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Manoaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel adalek 1911. Penn ar stad eo ar priñs. Skour-oberiañ a zo kenaozet eus ur ministr-stad anvet choazet gant ar priñs war ul listenn savet gant ar stad-gall. Ur c'hodedour gall a zle bezañ. Hervez bonreizh 1962 e rann ar priñs gant ur C'huzul broadel a 24 izel dilennet evit pemp bloaz.

An aferoù lec'hiel a zo graet war-o-zro gant ur c'huzul-kêr, ur maer en e benn.

E gannader kentañ a zegemeras Monako da 16 ar viz c'hwevrer 2006, eus Frañs.

Monako

An andon bennañ a leve eus Monako a zo an douristelezh. Liesekaet he-deus ar briñselezh e oberiantizoù dre herberc'han greanterzhioù evel ar viotermerezh pe an tretoù.

Ur "baradoz fiskel" e vez kavet alies hag un dan vras eus hec'h annezidi a zo milionerien a vroioù arall. Tailhoù war al leve ebet ez eus hag ar stad a vir ur monopol e tachennoù niverus evel ar post pe ar butun. Ar rouedad-pellgomz a berc'henne ar stad ivez met 49% eus ar gevredigezh-stad gozh, Monaco Telecom a oa bet gwerzhet da Cable and Wireless, 6% d'ar Compagnie Monégasque de Banque. Ur monopol eo c'hoazh, avat, ha 45% eus ar c'helodennoù a vir ar stad. Al lveve buhez a zo uhel, heñvel a-walc'h ouzh ar pezh a gaver e kornioù-bro pinvikikañ Frañs. N'int ket tout an annezidi pinvidik, avat, ha leve ar geodedourien vonegask a zo tost a-walc'h ouzh hini ar c'halloued. Lojeizoù ispsisial a vir ar stad evito d'aotren dezho da chom e-barzh ar vro.

Diouer a dailhoù war al leve en-deus hoalet kalz "repuidi fiskel" eus ar broioù europeat arall. Gounid a ra darn vrasañ o arc'hant er-maez ar briñselezh. Ar re vrudetañ a zo aktourien pe vleinierien Formulenn 1 met ur vinorelezh ez int. Darn vrasañ annezidi Monako a zo tud-kefridioù.

E 2000, un dezrevel gant ar gannidi Arnaud de Montebourg ha Vincent Peillon a dammallas ar briñselezh da gannañ arc'hant lous. Hervezo e waskfe ar gouarnamant ar justis da wareziñ oberiourien torfedoù finansel. E respond e c'houlennas Monako enklaskoù digant an AKDE hag ar Financial Action Task Force on Money Laundering. Diskouez a reas an enklaskoù-se e oa diwir tamalladennoù an daou gannad gall.

N'eo ket Monako un darn eus an Unvaniezh Europat e-barzh un unvaniezh-zouan gant Frañs emañ ha an hevelep moneiz eo. Kent 2002 e kogne ar briñselezh un moneiz : ar franc monegasque. E 2002 e tremenas d'an Euro met mirout a reas ar gwir da kognañ pezhioù gant arouez Monako warno.

Dek skol-stad ez eus e Monako, seizh skol an derez kentañ en o zouez, ur skolaj, ul lise jeneral ha teknik hag ul lise-otel. Div skol brevez skoazellet gant ar stad a zo ivez (an Institution François d'Assise Nicolas Barré hag an École des Sœurs Dominicaines) hag ur skol etrevroadel (International School of Monako).

Ur skol-veur a zo, an International University of Monaco.

Demografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vinorelezh en o bro eo ar Vonegasked. Gallaoued eo an darn vrasañ eus an annezidi (47%) tra ma'z eo ar Vonegasked hag an Italianeg 16%. Ar 21% a chom a stroll 125 broadelezhioù arall.

Ar galleg eo ar yezh ofisiel nemeti met italianeg ha saozneg a vez komzet gant un lod bras eus ar boblañs. Komz a reer ivez okitaneg ha monegaskeg, un diskennad eus ar jenoeg a zesker dre ret e-barzh an holl skolioù eus ar briñselezh.

Ar relijion gatolik eo ar relijion-stad met frankizioù ar feizioù arall a zo gwarantet gant ar vonreizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]