Yonatan
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d1/Rembrandt_-_Biblical_Scene_-_WGA19127.jpg/220px-Rembrandt_-_Biblical_Scene_-_WGA19127.jpg)
Hervez Kentañ Levr Shmouel e oa Yonatan mab Shaoul hag unan eus pennoù arme Israel[1]. Darbet e voe dezhañ bezañ barnet d'ar marv (e dibenn 1S 14) evit bezañ debret daoust da le e dad.
Mignoniezh en doa Yonatan e-keñver David deuet da vezañ ezel eus koskor Shaoul (1S 19,1) ha sikour a reas anezhañ meur a wech enep gwarizi Shaoul pa grogas David da vevañ evel un tec'her o stourm ouzh Shaoul (1S 20)[2] .
Skoulmañ a reas un emglev gant David zoken(1S 23, 15-18).
Mervel a reas Yonatan gant e dad e-kerzh emgann Gilboa ; lazhet gant ar Felishtiz.
Dikouez a reas David, pa voe roue, madelezh e-keñver diskennidi Yonatan ( s.o. istor Mefi-Voshet 2S 9)[3].