Malteg
Neuz
Malteg (Malti) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Malta |
Komzet gant : | ~350 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Malta |
Akademiezh : | Il-Kunsill Nazzjonali ta' l-Ilsien Malti (abaoe 2005) [1] |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | mt |
ISO 639-2 | mlt |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | mlt |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo ar malteg (malti) komzet gant tro-dro da 350 000 den en holl, dreist-holl e Malta (300 000 den e 1975) ha dre ar bed en Aostralia, Kanada, Italia, Tunizia, ar Rouantelezh Unanet hag er Stadoù-Unanet.
Ur yezh semitek an hini eo diorroet diwar yezhoù arabek ar Maghreb ha chomet eo tost struktur ar yezh ouzh hini arabeg Tunizia e meur a geñver da skouer. Ar geriadur, avat, a zo bet levezonet-don gant ar yezhoù romanek ha dreist-holl gant an italianeg.
Seizh rannyezh ez eus:
- Malteg unvan
- Malteg ar Porzh
- Malteg ar c'hornôg
- Malteg ar reter
- Malteg ar c'hreiz
- Zuriekeg (zurrieq)
- Malteg Gozo
Skrivet e vez gant al lizherenneg latin, gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :
Lizherenn | LFE | |
---|---|---|
Ċ | tʃ | |
Ġ | dʒ | |
GĦ | talvezout a ra da hiraat ar vogalenn a-raok, a-hend all e vez distaget evel c'h brezhoneg e diwezh ur ger pe a-raok h | |
Ħ | ħ | evel c'h e brezhoneg. |
Ż | z |
- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Maltek.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pajenn diwar-benn ar malteg
- Morfologiezh ar verboù e malteg (PDF)
- L-Akkademja tal-Malti
- Il-Kunsill Nazzjonali ta' l-Ilsien Malti
- Geriadur malteg-saozneg war-linenn
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |