Mont d’an endalc’had

Toull al Lakez

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Toull al Lakez a zo ur gontadenn savet gant an abad Lan Inisan (1826-1891) hag embannet e 1874 er gelaouenn vrezhonek sizhuniek[1] Feiz ha Breiz.

Gollo levr Lan Inisan - Toull al lakez

Istor

E dibenn 1865 e oa erru Lan Inisan da gelenn e skolaj katolik Le Neubourg, ur barrez vihan eus Normandi, e departamant an Eure . D'ar 1añ a viz Here 1869 e voe anvet da berson Saint-Denis-des-Monts, nepell eus Évreux (en Eure ivez). Alese e rankas tec'hel pa voe ac'hubet ar vro gant ar Brusianed e 1871 : distro da Winevez, hag en em gavet dibarrez, e krogas eno gant e gentañ oberenn e brezhoneg — Toull al Lakez — evit doare.

Kentañ embannadur

Embannet e oa bet, da gentañ-penn, e peder niverenn eus Feiz ha Breiz :

N'eo ket anv leun Lan Inisan a gaver e dibenn pep rannbennad dre ma kavas gwelloc'h an den-a-iliz ober gant al lizherennoù D. L. (evit Dom Lan). Niverelaet eo bet ha gallout a reer he lenn war lec'hienn Eskopti Kemper ha Leon[2].

Adembannadurioù

Da-heul an imprimatur sinet d'an 21 a viz Mezheven 1878 gant Auguste-Marie Chatton (1825-1914), hag eñ vikel-vras Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, e voe embannet dindan stumm ul levr seizh pajenn ha tri-ugent ennañ gant ti-moulerezh Jean-Baptiste (1778-1838) hag Alain Le Fournier (1750-1814) e Brest ha J. Salaun e Kemper. Kavout a c'heller un doare niverelaet anezhañ war lec'hienn Skol-veur Roazhon 2[3].

Embannet e voe ivez war Le Courrier du Finistère e 1887.

Embannet e voe ivez gant Frañsez Vallée er gelaouenn Kroaz ar Vretoned d'ar 17, 24 a viz Du, d'ar 1añ, d'an 8, d'ar 15, d'an 29 a viz Kerzu 1912, d'ar 5 ha d'an 12 a viz Kerzu 1913.

Un eil adembannadur a voe kaset da benn e 1930[4], skeudennaouet ar wech-mañ, gant Adolphe Le Goaziou (1887-1953) e Kemper ha Désiré Derrien e Brest.

Notennoù ha daveennoù