Mont d’an endalc’had

Ploudon

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ploudon ♇⯓
Luc'hskeudenn gant ar sontenn New Horizons en hañv 2015
Kavadenn
Kaver Clyde W. Tombaugh
Deiziad 18 a viz C'hwevrer 1930
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre 5,90638×109< km
39,5 ua
Ezkreizennegezh 0,2488
Prantad reveulzienn siderel 90 613,3058 d =
248 a 31 d 7,34 h
Prantad sinodek 366,7352 d
Tizh kelc'htreiñ etre 4,74 km/s
Stouadur 17,14175°
Niver a loarennoù 5
Doareennoù fizik
Treuzkiz keheder 2370 km ± 20 km
Gorre 17 milion a km²
Mas 1,314×1022 kg
Mas volumek etre 2,0×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre 0,655 m/s²
Prantad treiñ 6,387 d =
6 d 9 h 17 min
Stouadur an ahel 119,61°
Albedo 0,60
Tizh frankizadur 1,3 km/s
Temperadur war he gorre
Izelañ Keitat Uhelañ
33 K 44 K 55 K
Doareennoù an atmosfer
Gwask atmosferek 0 - 0,0003 kPa
Nitrogen 90%
Metan 10%

(134340) Ploudon hervez hec’h anv ofisiel (Pluto e latin ; arouezioù : ⯓,[1] ♇[2]), zo ur gorrblanedenn e Koskoriad an Heol, bet kavet er bloaz 1930 gant Clyde W. Tombaugh.

Da navet planedenn ar C'hoskoriad e veze degemeret betek ar 24 a viz Eost 2006 daoust da soñj un darn eus ar steredoniourien ; en deiz-se e tivizas an International Astronomical Union (IAU) lakaat Ploudon da gorrblanedenn.

Divizet ez eus bet gant IAU, d'ar 24 a viz Eost 2006 ivez, lakaat Ploudon da vezañ "kentpatrom" ur rummad nevez a draezoù treuzneizhanat.

Ar blanedenn gorr gentañ e Gouriziad Kuiper eo, hag an eil brasañ war-lerc'h (136199) Eris hervez ar pezh a anavezomp evit ar poent.

Hervez diviz UAE 2006 ez eo e gwirionez un divblanedenn gorr gant C'haron, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh.

Loarennoù

Ploudon he deus pemp loarenn anavezet. An hini vrasañ anezho, C'haron, a oa bet kavet er bloaz 1978. Div loarenn vihanoc’h a zo bet dizoloet e 2005, anvet int bet Hydra ha Nix, hag ur bevare kavet e 2011, bet anvet Kerberos, hag ur bempet e 2012, anvet Styx. Hervez arselladenn ar sontenn New Horizons e 2015 ne zlefe bezañ loarenn ouzhpenn all ebet o treiñ en-dro da Bloudon.

Ar c'houblad Douar-Loar lakaet keñver-ha-keñver gant hini Ploudon-Charon (a-zehoù en traoñ)

Difurch

Betek 2015 e oa Ploudon ar blanedenn nemeti eus Koskoriad an Heol ha n’he doa bet sontenn ebet o vont betek enni. Dre se, ha dre m’emañ pell, ne ouied nemet nebeut a dra diwar he fenn.

D’ar Yaou 19 a viz Genver 2006 eo bet bannet gant an Amerikaned ar sontenn New Horizons a ziraezhas ar blanedenn e miz Gouere 2015.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 52-57.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 57-58.

Notennoù ha daveoù

  1. JPL/NASA (2015-04-22). What is a Dwarf Planet?.
  2. (2004) in John Lewis: Physics and chemistry of the solar system, 2, Elsevier. 64 p. 
Koskoriad an Heol
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol