Mont d’an endalc’had

Normandi

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Menez Mikael ar Mor, Normandi.
Ur pennad Normandi (rannvro) zo ivez.

Normandi pe Normandia[1] (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez.

Dizalc'h eo bet e-pad meur a gantved, a-raok kouezhañ etre krabanoù Bro-C'hall. Etre 1956 ha 2015 e oa rannet etre div rannvro velestradurel, Normandi-Izel ha Normandi-Uhel. E 2016 eo bet anvet kentañ prezidant rannvro Normandi unvanet, Hervé Morin[2].

Kartenn Normandi
Banniel

Orin an anv

Normandi a zeu eus al latin Normandia , savet diwar ar ger Northmen, paotred an Norzh.

E brezhoneg e veze graet Ormandi eus ar vro-mañ ivez.[3]

Istor

Gwelit ar pennad Istor Normandi.
Pennadoù da welout ivez : Duged Normandi, Gwilherm an Alouber. Eil Brezel Bed : Oberiadenn Overlord.

Yezh

Normaneg a vez lavaret eus yezh Normandi.

Kêrioù pennañ

Boued Normandi

Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avaloù evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez.

Dave ha notennoù

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Normandi er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Normandia eo an anv hervez Geriadur Hemon-Huon, Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.
  2. http://lepeuplebreton.bzh/2016/01/06/herve-morin-etre-fier-detre-normand-comme-on-est-fier-detre-breton/
  3. "Normandi", Devri : Le dictionnaire diachronique du breton