Mont d’an endalc’had

Nicolas Fréret

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Nicolas Fréret
Sciences et arts, 1796

Nicolas Fréret (Pariz, 15 a viz C'hwevrer 1688idem, 8 a viz Meurzh 1749) a oa un istorour ha yezhour gall. Bac'het e voe dra ma ne grede ket en orin ofisiel ar Franked, hendadoù ar rouaned c'hall, brudet da vezañ deuet eus Troia.

E vuhez

E dad a oa prokulor e Parlamant Pariz. Skoliet e voe er gêr gant an istorour Charles Rollin hag ar beleg Nicolas Desmolets. Evit plijout d'e dad e studias ar gwir, en sell da ober ar memes micher. Met krog e oa da lenn kounskridoù diwar-benn relijion Henc'hres. Da 19 vloaz e lenne skridoù savet gantañ diwar-benn an doueed Dionysos, Keres, Kibele hag Apollon, dirak ur gevredigezh tud desket.

Da 26 vloaz e voe kemeret da studier en Académie des Inscriptions et Belles-Lettres. Eno e lennas e 1714 ur skrid diwar-benn orin ar Franked, ma lavare e oant ur boblad eus Su Alamagn ha n'eo ket, hervez ar vojenn ofisiel, ur bobl eus Troia hag o devoa difennet o sevenadur e-touez broioù barbar.

Oberennoù

  • De l’origine des Français et de leur établissement dans la Gaule (hep lec'h nag anv aozer na deiziad)
  • Réflexions sur les principes généraux de l’art d’écrire et en particulier sur les fondements de l’écriture chinoise, 1729
  • De l’année vague cappadocienne, 1744 (hep lec'h nag anv aozer)
  • Mémoires académiques 1717-1749, Paris, Fayard, 1996
  • Vues générales sur l’origine & le mélange des anciennes Nations, & sur la manière d’en étudier l’histoire, Paris, Imprimerie Royale, 1753
  • Défense de la chronologie fondée sur les monuments de l’histoire ancienne, contre le système chronologique de M. Newton, Paris, Durand, 1758

Levrlennadur

  • (fr) Volpilhac-Auger, Catherine. Dossier spécial Fréret. In : Corpus niv. 29.
  • (en) Jorge Cañizares-Esguerra. How to Write the History of the New World. Histories, Epistemologies, and .... Stanford : Stanford University Press, 2021 (ISBN 978-0-8047-4693-9)