Lizher kentañ d'an Desalonikidi
« Eus al lizheroù bet skrivet gant Sant Paol ha deuet betek ennomp eo al lizheroù d'an Desalonikidi a vefe ar re goshañ[1]. Testenn goshañ an Testamant Nevez eta.
Skrivet e vefe bet an hini kentañ e Korintoz e dibenn 50 kent JK pe e penn kentañ 51[2].
Piv en deus skrivet al lizher-mañ
Menegiñ a ra Paol Silaz ha Timozeoz, e skoazellerien, e penn kentañ al lizher met n'eus den evit lakaat en arvar e voe krivet an destenn gant Paol Tars.
Pegoulz, pelec'h hag evit piv e voe skrivet al lizher
Avielet oa bet tud Thessaloniki gant Paol e-kerzh e eil beaj (Oberoù 17, 1-10) en hañv 50. Rediet e voe Paol da guitaat ar gêr evit Berea, Aten ha Korintoz. Skrivañ a reas al lizher er gêr-mañ moarvat e-kerzh ar goañv 50-51 goude bezañ klevet keleier mat a-zivout an Desalonikidi bet degaset dezhañ gant Timozeoz[3].
« Tesalonike, pozh-mor asur-meurbet, a oa d'ar c'houlz-se kêr-benn Makedonia,[...] a oa neuze poblet-stank gant tud deuet a bep tu, en o zouez un drevadenn niverus a-walc'h a Yuzevion. »[4].
Skrivañ a ra Maodez Glanndour : « Paol a glaskas meur a wech distreiñ da Desalonike, met hep gellout dont a-benn, ha setu perak en devoa kaset en-dro Timozeoz betek du-hont. Diwar ar c'heloù degaset dezhañ gant an diskibl e skriv neuze Paol e lizher kentañ d'ar gumuniezh yaouank, moarvat e-pad m'emañ e Korintoz, war-dro 51-52. »[5]
Danvez al lizher
Kavout a reer komzoù leun a garantez hag a fiziañs e-keñver tud Tesalonike el lizher (1 Tes 1-3) : « Bennozhioù dizehan a lavaromp da Zoue en abeg deoc'h-c'hwi holl, oc'h ober meneg ac'hanoc'h en hor pedennoù, o kaout soñj bepred eus oberiantiz ho feiz, eus labour ho karantez, eus dalc'husted hoc'h esperañs en hon Aotroù Jezuz Krist; dirak Doue hon Tad ; » (1 Tes 1, 2-3)[6].
Goude e kaver « gourc'hemennoù a vuhez kristen » (1 Tes 4, 1-12 ; 5, 12-28) ha respontoù a-zivout « ar re varo hag ar re vev da zeiz Donedigezh an Aotroù » (1 Tes 4, 13 ; 5, 11)[7]
Notennoù ha daveennoù
- ↑ (br)Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
- ↑ (fr) La sainte Bible, Cerf, 1961, Introductions aux Epîtres de Saint Paul, p 1483 ha La Bible traduite par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, p 2296
- ↑ (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1483
- ↑ (br) Maodez Glanndour, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 351
- ↑ Alies e kaver un diforc'h ur bloavezh etre ar pezh a ginnig Maodez Glanndour hag ar pezh a gaver en oberennoù all...
- ↑ (br) Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 471
- ↑ (fr) La Sainte Bible, Introduction aux Epîtres de Saint Paul, Cerf, 1961, p 1483 ha (br) (evit an arroudennoù) Eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 474-477