Mont d’an endalc’had

Klavdiya Plotnikova

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Klavdiya Zakharovna Plotnikova (e ruseg : Клавдия Захаровна Плотникова) (tro 1895 - 1989) a oa yezherez ziwezhañ ar c'hamaseg. He zad a oa rusian, Zahar Perov e anv, hag he mamm a oa kamasian dindan an anv Afanasija.

Plotnikova n'he doe ket tro da gomz kamaseg goude 1950 peogwir n'he doa mignon ebet da gomz anezhañ. Barrek e oa gant ar yezh koulskoude, ha sikour a reas al lizheregourien betek fin he buhez. Komz a rae ur ruseg flour rak he doa desket anezhañ e-pad he bugaleaj. Met gant ar bloavezhioù o tremen e teuas ar ruseg da vezañ he yezh nemeti, ha he live a zigreskas.