Mont d’an endalc’had

Kiruna

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Kiruna

Kiruna (Giron e samieg, Kiiruna e finneg) zo ur gêr e hanternoz Sveden. Ar gêr hanternosañ eo er vro-se, e proviñs kozh Lappland hag e kontelezh Norrbotten. E 2010 e oa 18 148 a dud o chom e Kiruna ha 23 300 a annezidi a oa e kumun Kiruna e 2015.

Kreizenn bennañ Samied Sveden eo Kiruna ha roud a gaver anezhi abaoe 6000 bloaz zo. En XXvet kantved e oa kresket kalz abalamour d'ar mengleuzioù houarn a oa er c'hornad. Ul linenn hent-houarn a voe savet da vont eus Kiruna da Luleå en un tu ha da borzh norvegiat Narvik en tu all, da ezporzhiañ an houarn-se aesoc'h.

Touristed a-leizh a ya da Giruna, abalamour m'emañ e norzh pellañ Sveden ha ma c'haller gwelet an heol da hanternoz eno e-pad an hañv.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.